1504 - Wikipedia
Diwar-benn bloavezh 1504 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ.
- 22 a viz Gwengolo : Feur-emglev Bleaz, hervez youl Anna Vreizh, ret eo da Loeiz XII, roue Bro-C'hall, reiñ en argouroù Dugelezh Milano, Genova, Dugelezh Bourgogn ha Breizh d'e verc'h Klaoda Bro-C'hall, danvez pried Karl V an Impalaeriezh Santel, mab-bihan da Fernando II Aragon. Sevel a ra Pierre de Rohan-Gié ha Charlez II Amboise a-enep an dra-se. Nulet e vo ar feur-emglev gant Stadoù meur Bro-C'hall e Teurgn. Dimezet e vo Klaoda Bro-C'hall da Frañsez Angoulême e miz Mae 1506.
- 18 a viz Du: kurunennet eo Anna Vreizh evit an eil gwech e penniliz Sant-Denez.
- 16 a viz Genver : dont a ra Thomas More da vezañ ezel eus Parlamant ar vro ha sevel a ra a-enep ar roue Herri VII. Ret eo dezhañ en em dennañ eus ar vuhez foran etre 1504 ha 1509.
- 12 a viz Here : Fulup Iañ Kastilha a ya da vezañ roue Kastilha o timeziñ gant Janed ar Follez.
- 29 a viz C'hwevrer, Jamaika: Kristol Goulm a implij e anaoudegezhioù war ar fallaenn war al Loar an noz-mañ da gendrec'hiñ Amerindianed da bourveziñ anezhañ.
- martoloded euskarat, breizhat ha normanat a ya da vorueta en Douar-Nevez.
Gwelet ivez :Rummad:Ganedigezhioù 1504
Gwelet ivez:Rummad:Marvioù 1504