409 - Wikipedia
1162 Ab Urbe Condita = 409 goude J.-K.
Bloavezh boutin, o kregiñ hag hoc'h echuiñ gant ur Gwener.
- Impalaer ar C'hornôg : Honorius
- Impalaer ar Reter : Theodosius II
- [[Attalus]] (Priscus Attalus), prefed Kêr Roma; anvet da augustus (= impalaer) gant ar Sened war urzh Alarig, e penn kentañ miz Du 409.
- Konsuled : Honorius Aug. VIII (Kornôg) & Theodosius II Aug. III (Reter). Constantinus Aug. I (e Galia)[1]
- Roue ar Wizigoted : Alarig Iañ
- Un arme vihan a 6000 soudard, kaset gant Honorius eus Ravenna evit difenn Roma, zo faezhet betek an den diwezhañ gant Alarig.
- Goulenn a ra Alarig an aotre d'en em staliañ en norzh Italia hag er Balkanoù. Goulenn dinac'het gant Honorius. Alarig a lak neuze e grabanoù war solieradoù greun Ostia, evit naonegañ kêr Roma. Sened Roma a c'houlenn truez. Alarig, trec'h, a c'houlenn start ma vefe diskaret Honorius, ha lakaet Priscus Attalus en e blas.
- Kerkent hag anvet da impalaer, Attalus a laka Alarig e penn an arme, Athaulf, e vreur-kaer, e penn gward an Impalaer war gezeg, Valens, tec'hour diouzh kamp Honorius, magister equitum, ha Lampadius, eus tu ar Baganed, prefed ar Pretordi. An doare nevez-se zo asantet gant Italia hag Afrika[2]
- Constantinus III ha Constantius II, staliet en Arle
- Prefed pretordi Galia : Claudius Postumus Dardanus
- Vandaled, Alaned, Sueved, a dremen ar [[Pireneoù da vont da Spagn, eus an 29 Gwengolo betek an 13 Here.
- Taget eo hanternoz Britannia gant ar Bikted hag ar Skoted unanet.
- Sul Fask : 18 Ebrel
- Pab : Inosant Iañ