6,35 mm Browning - Wikipedia
6,35 mm Browning | |
---|---|
![]() | |
Doare | |
Kalibr | .25 / 6,35 mm |
Doare douilhez | damvourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | ![]() ![]() |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 6,38 mm |
Ø trogleuziñ | 6,17 mm |
Ø kolier | 7 mm |
Ø korf an douilhez | 7,1 mm |
Ø strad | 7,7 mm |
Tevder ar strad | 1,1 mm |
Hirder an douilhez | 15,6 mm |
Hirder ar gartouchenn | 23,1 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 1 da 4 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 230 da 530 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 1.700 bar |
Energiezh ar vannadell | 85 da 200 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar 6,35 Browning, e anv metrek 6,35 x 16 mm SR, anavezet ivez dindan an anvioù .25 ACP pe .25 Auto, zo ur munision ijinet e 1903 gant an amerikan John M. Browning evit ar pistolennoù damaotomatek bihan.
Deveret eo ar 6,35 Browning eus ar c'hartouchennoù kozh evel ar .25 Stevens hag ar 6,35 Pickerts. Pal ar c'halibr-mañ e oa bezañ ken galloudus evel unan .32 Smith & Wesson ha ken bihan evel unan .22 LR. John Browning en doa choazet e vefe skoet ar munision e-kreiz ha n'eo ket war he zro, ar pezh a zo gwelloc'h evit adkargañ an armoù damaotomatek pe aotomatek.
Izeloc'h eo energiezh ur vannadell 6,35 Browning evit unan .22 LR ha brasoc'h eo he zreuzkiz. Izeloc'h eo neuze he galloud-herzel.
Poblek e oa ar munision-mañ e penn-kentañ an XXvet kantved evit an dud a glaske ober gant pistolennoù bihan : polis, ofiserien, siviled amerikan o doa c'hoant da gaout un arm er gêr d'en em zifenn. Ar bistolenn Browning M1906, a implije ar munision-mañ, a oa deuet da vezañ poblek peogwir e c'halle bezañ renket pe kuzhet en ur c'hodell.
E fin an Eil Brezel-bed en deus ar .25 ACP kollet tachenn dirak ar munision 7,65 Court (.32 ACP) a oa marc'hadmatoc'h. Abaoe un nebeud bloavezhioù e teu diouzh ar c'hiz en-dro hag armoù kambret e 6,35 Browning a vez kinniget bremañ gant ar merkoù CZ pe Beretta.
- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP