Abbey Road (albom) - Wikipedia
Abbey Road (albom) | |||||
Albom gant The Beatles | |||||
Golo | |||||
Bro | ![]() | ||||
---|---|---|---|---|---|
Embannadur | 26 a viz Gwengolo 1969 | ||||
Enrolladur | 22 a viz C'hwevrer - 20 a viz Eost 1969 Studioioù Abbey Road, Olympic ha Trident, Londrez | ||||
Pad | 47:03 | ||||
Produer | George Martin | ||||
Label | Apple Records | ||||
Albomoù The Beatles | |||||
|
|
||||
kemmañ ![]() |
Unnekvet albom ar Beatles eo Abbey Road, embannet d'ar 26 a viz Gwengolo 1969 er Rouantelezh-Unanet. Anvet eo bet diwar lec'h ar studioioù EMI e-barzh e Londrez ha war ar golo eo skeudennaouet ar strollad o treuziñ straed Abbey Road, ur skeudenn dezrevellet-kenañ er sevenadur pop. Gant an albom e oa bet embannet ar singloù Something, kanaouenn George Harrison nemeti aet d'ober ur single, ha Come Together e miz Here.
Meur a zore-seniñ a glever en albom, etre ar blues, ar rock hag ar pop, ha kalzik e oa bet implijet ar sintetizor Moog, silet dre un uhelgomzer Leslie. Albom nemetañ ar Beatles enrollet gant un trañzistor e stad solut an hini eo, ar pezh en deus roet ur son sklaeroc'h eget an albomoù kent. Anavezet eo an albom evit e eil darn aozet evel ur medley gant kanaouennoù berr. E-kerzh ar memes prantadoù-enrollañ e oa bet sonenrollet ar singloù The Ballad of John and Yoko/Old Brown Shoe.
Ar produer George Martin en doa asantet distreiñ gant ma vije labouret hervez ar memes reol hag en albomoù kentañ. Diwar an dra-se e oa bet kavet plijus a-walc'h enrollañ Abbey Road daoust ma chome kudennoù da renkañ. Enrollet e oa bet adalek miz C'hwevrer betek miz Eost, ar wezh diwezhañ ma oa bet bodet holl izili ar strollad da seniñ asambles. E miz Gwengolo e oa bet lavaret gant Lennon ez ae kuit eus ar strollad, en un doare prevez avat. Embannet e oa bet fin ar Beatles war an ton bras gant McCartney ar bloaz war-lerc'h.
Burutellet taer e oa bet Abbey Road pa oa bet embannet met gant an amzer eo bet gwelet evel unan eus albomoù kentañ istor ar sonerezh. Meulet eo labour Harrison gant Something hag Here Comes the Sun evel al labour gwellañ en deus graet gant ar strollad. En enor d'an albom e oa bet adanvet ar studioioù EMI e studioioù Abbey Road.
Holl ganaouennoù savet gant Lennon/McCartney, war-bouez ar re ma'z eus merket un anv all.
|
|
- Klevet a reer Her Majesty evel pistenn-guzh 14 eilenn goude fin The End. Pa oa bet adembannet an albom e CD e oa bet lakaet ar bistenn-se e-touez ar re all, met pas gant an adembannadurioù vinil.
- The Beatles
- John Lennon : gitar tredan, gitar akoustik, piano akoustik ha tredan, sintetizor Moog, mekanik trouz gwenn, efedoù son, taboulinoù, kan
- Paul McCartney : gitar boud, gitar akoustik, piano akoustik ha tredan, sintetizor Moog, efedoù son, taboulinoù, kan
- George Harrison : gitar tredan, gitar akoustik, gitar-boud, harmoniom, sintetizor Moog, taboulinoù, kan
- Ringo Starr : toumperezh, timbaloù, benveg-tosiñ, kan war Octopus's Garden
- Sonerien ouzhpenn
- George Martin : produiñ, meskañ, piano, sonaozañ.
- Billy Preston : orglez Hammond
- Mal Evans : annev
The Beatles | |
---|---|
John Lennon · Paul McCartney · George Harrison · Ringo Starr Stuart Sutcliffe · Pete Best · Chas Newby · Norman Chapman · Tommy Moore | |
Istor | |
Troadioù ha sonadegoù | Troiad Johnny Gentle e 1960 · Troiad goañv gant Helen Shapiro e 1963 · Troiad Roy Orbison e1963 · Abadennoù The Ed Sullivan Show · Troiad-bed 1964 · Troiad en Amerika an Norzh e 1964 · Troiad Europa 1965 · Troiad SUA e 1965 · Troiad R-U 1965 · Troiad 1966 en Alamagn, Japan ha Filipinez · Troiad SUA e 1966 · Abadenn Our World · Sonadeg war an doenn |
Koskor | |
Embregerezhioù | |
Lec'hioù | |
Albomoù | |
Evit mont pelloc'h | |
Rummad |