Amos (profed) - Wikipedia

Er Bibl ez eo Amos unan eus an daouzek profed "bihan". Ur mesaer e oa, ganet e Tekoa tost da Vetlehem, e Rouantelezh Yehouda. Prezegenniñ a reas da vare ren Yarovam II war-dro kreiz an VIIIvet kantved kent JK, un tamm a-raok Hoshea. Stad Israel er mare-se a rae berzh, met e-kichen pompadoù an uhelidi e rae gwalenn an davantegezh, mac'homerezh ar re vras war an dud vunut, breinadur ar barnerezh, azeulerezh a-ziavaez hag idolerezh. Prezegenniñ a reas Amos enep ar saviad-se. Hervez Levr Amos (Am 7, 10 -17) e voe gourdrouzet Amos gant Amasia a lavaras dezhañ distreiñ da Yehouda met chom a reas en Israel da prezegenniñ[1].
- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, p212