An Intel - Wikipedia
An Intel | |
---|---|
![]() An Intel gwelet eus an oabl | |
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Étel |
Bro istorel | Bro-Gwened |
Melestradurezh | |
Departamant | Mor-Bihan |
Arondisamant | an Oriant |
Kanton | Kiberen |
Kod kumun | 56055 |
Kod post | 56410 |
Maer Amzer gefridi | Guy Hercend 2014-2026 |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel |
Bro velestradurel | Bro an Alre |
Lec'hienn Web | (fr)Lec'hienn an ti-kêr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 2 058 ann. (2022)[1] |
Stankter | 1 183 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 47° 39′ 30″ Norzh 3° 11′ 58″ Kornôg / 47.6583333333, -3.19944444444 |
Uhelderioù | kreiz-kêr : 5 m bihanañ 0 m — brasañ 17 m |
Gorread | 1,74 km² |
kemmañ ![]() |
An Intel a zo ur gumun eus Breizh e kanton Kiberen e departamant ar Mor-Bihan.
- War lez genoù Stêr an Intel hag ar Meurvor Atlantel emañ an Intel.
- Krouet e voe ar gumun d'an 20 a viz Gouere 1850 diwar ul lodenn eus kumun an Ardeven[2].
- Mervel a reas 107 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,46 % eus he foblañs e 1911[3].
Korventenn 1930
- 19-20 a viz Gwenholon 1930: kollet e voe dek bag ha mervel a reas 72 pesketour eus an Intel abalamour d'ar gorventenn[4],[5].
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun; dieubet e voe an Intel d'an 12 a viz Kerzu 1944 gant ar 94vet Rannlu Troadegiezh SUAat dindan urzhioù ar Jeneral Fortier, pezh a rannas Sankenn an Oriant e div lodenn[6].
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e1/Caf%C3%A9BretonAnIntel.jpg/220px-Caf%C3%A9BretonAnIntel.jpg)
- Da 8 eur noz d'ar 7 a viz Mae 1945 e oa bet sinet kodianañ an Alamaned a oa o terc'hel Sankenn an Oriant er Café Breton en Intel; an arsav-emgann a voe sinet gant ar c'horonal Borst en anv al lu alaman, ar c'horonal Keating en anv al lu Suaat hag ar c'horonal Joppé en anv al lu gall[7]; lakaet e voe da dalvezout da 00.01 d'an 8 a viz Mae.
- Mervel a reas 21 den abalamour d'ar brezel[8].
Tarzh-meur an Intel
- 1958: d'an 3 a viz Here e voe klasket gant Alain Bombard diskouez efedusted ar vagig-dreistvevañ bet ijinet gantañ en ur vont ouzh tarzh-meur an Intel, ar vag a eilpennas, beuzet pevar den eus he bourzh, hag ar vag-saveteiñ Vice Amiral Schwerer II a reas memes mod, gant pemp martolod beuzet[9].
Brezelioù didrevadennañ
- Mervel a reas ur gwaz e Brezel Indez-Sina ha tri gwaz e Brezel Aljeria[10].
- Mirdi an Dounetaerion[11].
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/9c/IlizkatolikAnIntel.jpg/220px-IlizkatolikAnIntel.jpg)
- Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
- Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[12],[13]. Dioueliet e voe d’an 12 a viz Du 1922, luc’hskeudennoù[14].
- Plakenn ar Rezistanted marvet en emgannoù an dieubidigezh e dibenn miz Eost 1944, luc’hskeudenn[15].
- Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[16].
- 81 vag-chaluter a voe er porzh da vuiañ, ha 26 kokaniour; e 1963 e voe degaset 21 600 tonenn a besked gant pesketourion an Intel betek porzhioù ar Meurvor Atlantel, d'ar c'houlz-se e oa ar porh ar pevare hini eus ar Frañs a-bezh hervez ar pesketa pesked; e 1964 e voe pourchaset skorn 548 gwezh d'ar bigi-chaluter gant al labouradeg-skorn, da lâret eo e voe kenderc'het 12 700 tonenn skorn[17].
Niver a annezidi
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/34/TiK%C3%AArAnIntel.jpg/220px-TiK%C3%AArAnIntel.jpg)
Roll maered ar gumun | ||||
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2014 | → bremañ | Guy Hercend | ||
2006 | 2014 | Joseph Nigen | ||
1991 | 2006 | Rémi Guillevic | ||
1989 | 1991 | Michel Le Nabat | ||
1977 | 1989 | Michel Le Corvec | ||
1957 | 1977 | Eugène Ezanno | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Coill Chreagáin (Iwerzhon), abaoe 1984[19].
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Lucien Gourong
- ↑ (fr)Mirdi an Dounetaerion
- ↑ (fr)Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 603
- ↑ (fr)Ouest-France, 7 a viz Mae 2010
- ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)ORTF
- ↑ (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Lec'hienn ar mirdi
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Atersadenn Michel Le Leuch, kadoriad ar gevredigezh Autrefois Etel, Michel Perrin, istorour ar mirdi, ha Grégory Nabat, animatour er mirdi, Ouest-France, d'ar Meurzh 30 a viz Ebrel 2013
- ↑ (fr)EBSSA
- ↑ (fr)Atlas français de la coopération décentralisée et des autres actions extérieures, Ministère des affaires étrangères