Arktika - Wikipedia


Arktika eo al lodenn norshañ eus ar voul-douar, en-dro da Benn-ahel an Norzh, enebet ouzh Antarktika a zo al lodenn suañ. Meurvor skornek Arktika a ya d'ober al lodenn vrasañ hag ivez darnoù eus Alaska, Kanada, Greunland, Island, Norvegia, Sveden, Finland ha Rusia. Ar vevenn a c'hall bezañ termenet evel ar pezh a zo en norzh da Gelc'h Arktika (66°3N), bevenn an Heol hanternoz hag an noz polel, hag a glot ivez, mui-pe-vui, gant bevenn ar gwez (en tu-hont ne vez ket kavet ken gwez o kreskiñ).
Savet eo diwar ar ger henc'hresianek ἀρκτικός (arktikos), "eus tu an arzh, norzh", da lavaret eo eus tu ar steredeg Ursa Major (= an arzh bras), a vez gwelet en oabl eus tu an norzh.