br.wikipedia.org

Avrou - Wikipedia

Avrieux
Enkerzh Avrou o tont eus Modane ha pointe de Longe Côte (3104 m) en drektalenn.
Enkerzh Avrou o tont eus Modane ha pointe de Longe Côte (3104 m) en drektalenn.
Anv arpitanek Avrou
Bro Savoia Savoia
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Auvergne-Rhône-Alpes
Departamant Savoie
Arondisamant Saint-Jean-de-Maurienne
Kanton Modane
Kod kumun 73026
Kod post 73500
Maer
Amzer gefridi
Jean-Marc Buttard
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Haute Maurienne Vanoise
Lec'hienn web avrieux.com
Poblañsouriezh
Poblañs 394 ann. (2022)[1]
Stankter 10 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
45°12′55″N 6°43′21″E
Uhelderioù bihanañ 1094 m — brasañ 3506 m
Gorread 37,85 km²
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom


Avrou en arpitaneg (Avrieux e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Savoia, e departamant ar Savoie, er rannvro c'hall Auvergne-Rhône-Alpes.

Emañ kêriadenn Avrou e traoñienn Moriena, war ribl an Arc, 5 kilometr er biz da v-Modane. Tostig-tost alese emañ park broadel ar Vanoise.

Mervel a reas an impalaer Karl Voal eno d'ar 6 a viz Here 877. O tistreiñ eus Italia en doa kavet repu en Avrou (« Brios » d'ar mare-se).

E 1805 e voe krouet ur post evit linenn pellskriver Chappe Pariz — Milano.

An ti-kêr.
Roll ar vaered
Maread Anv Strollad Perzh
1989 – 1995 Roland Fiandino DVD
1995 – 2001 Chantal Grenat DVG
Meurzh 2001 – Meurzh 2014 Antoine Pla UMP
Meurzh 2014 – - Jean-Marc Buttard

Un aveadur 5 c'hwezerezh a zo evit studiañ emzalc'h aerodinamikel aerlistri a bep seurt (kirri-nij, fuc'helloù...). Ar c'hwezerezh vrasañ a voe savet gant an Nazied en Aostria, kenkizet gant ar C'hallaoued goude ar brezel hag staliet en Avrou.

Emañ kreizenn ski La Norma en tu all d'an Arc.

  • Iliz-parrez dediet da Sant Thomas Becket
  • Chapel Itron-Varia an Erc'h
  • Chapel Sant Benead
  • Chapel Santez-Anna
  • Chapel Sant-Roch
  • Chapel an Dreinded santel
  • Lamm-dour ar Saint-Benoit
  • Kastel Avrou, aet da get
  • Kreñvig Marie-Thérèse
  • rummet Natura 2000[3] eo nec'h ar gumun, evit he flant dreist-holl
  • Enkerzh Su kêriadenn Avrou, e park ar Vanoise.

    Enkerzh Su kêriadenn Avrou, e park ar Vanoise.

  • Gwel eus ar gêriadenn ha ar c'hreñlec'h Vittorio Emanuele.

    Gwel eus ar gêriadenn ha ar c'hreñlec'h Vittorio Emanuele.

  • Ul lodenn eus c'hwezerezh Ofis vroadel studiadennoù hag imbourc'h an aeregor.

    Ul lodenn eus c'hwezerezh Ofis vroadel studiadennoù hag imbourc'h an aeregor.

  • Lamm-dour Saint-Benoit e norzh Avrou.

    Lamm-dour Saint-Benoit e norzh Avrou.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Gemellaggio di Avrieux con Piedicavallo, lec'hienn kumun Piedicavallo l www.piedicavallo.com
  3. https://web.archive.org/web/20100602054447/http://www.ltf-sas.com/upload/File/DUP/LTFDUPCh7To7f.pdf