Begnen - Wikipedia
Arabat droukveskañ gant parrezioù Bignon e Bro-Gwiniegi Naoned ha Benion e-kichen Gwern-Porc'hoed (su Bro-Sant-Maloù).
Begnen | |
---|---|
![]() | |
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Bignan |
Bro istorel | ![]() |
Melestradurezh | |
Departamant | ![]() |
Arondisamant | Pondi |
Kanton | Sant-Yann-Brevele (betek 2015) Mourieg (abaoe 2015) |
Kod kumun | 56017 |
Kod post | 56500 |
Maer Amzer gefridi | Chantal Bihoës 2020-2026 |
Etrekumuniezh | Kreiz Mor-Bihan Kumuniezh |
Bro velestradurel | Bro Pondi |
Lec'hienn Web | (fr)mairie-bignan.fr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 2 750 ann. (2022)[1] |
Stankter | 60 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 47° 52′ 48″ Norzh 2° 46′ 23″ Kornôg / 47.88, -2.77305555556 |
Uhelderioù | kreiz-kêr : 130 m bihanañ 53 m — brasañ 181 m |
Gorread | 45,84 km² |
kemmañ ![]() |
Begnen a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Mourieg e departamant ar Mor-Bihan.
- Erwan Vallerie (1995) ː Bygnan, 1252; Bignan, 1333; 1387; Bingnen, 1421; Bignen, 1461; Biguan, 1630.
"Troc'het ː ouzh 1, en aour e gebrenn en gul, heuliet ouzh kab gant div joskenn hoc'h-gouez en sabel, hag ouzh beg gant ul levran tremenant en sabel ; ouzh 2, en glazur e deir sourin en erminoù"
Degemeret gant ar Gumun e 1975. Aozer ː J. Daniel.
- D'an 23 a viz Ebrel 2009 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2000.
- E distro-skol 2024 e oa 15 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (12,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Begnen e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Begnen, gant peder c'humun ennañ: Begnen, Buelion, Sant-Aleustr ha Sant-Yann-Brevele; e Bann Josilin edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Begnen ha lakaet Begnen e Kanton Sant-Yann-Brevele, bet krouet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Begnen en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[4],[5].
- Krouet e voe kumun Kolpoù d'ar 4 a viz Even 1864 diwar lodennoù eus kumunioù Begnen, Gregam ha Sant-Yann-Brevele[6].
- Mervel a reas 148 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 5,60 % eus he foblañs e 1911[7];
- D'ar 5 a viz Even 1944 e voe tapet 77 000 lur en ti-post gant tud armet eus ar Rezistañs[8].
- Mervel a reas trizek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[9];
- Mervel a reas daou vilour[10].
- Alez-toet Kergonfalz.
- Kastell pe maner "Kergwehenneg".
- Kastell "Beaulieu".
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[11]. Dioueliet e voe d’ar 4 a viz Du 1923[12].
- Plakennoù ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[13].
- Iliz katolik Sant Paol ha Sant Pêr.
- Chapel Santez Suzana hag he c'halvar.
- Feunteun Sant Alar.
- Chapel Sant Lubin.
- Chapel Santez Noal pe chapel Intron Varia ar Bleuñv.
- Chapel Intron Varia an Teir Feunteun pe chapel Sant Laorañs.
- Chapel an Drinded.
Niver a annezidi
- Pêr Gwilhmod, penn chouan, lesanvet "roue Begnen", 1añ a viz Du 1759.
- Pierre Noury (1743-1804) a voe person Begnen betek an Dispac'h gall. Kalz enskrivadurioù brezhonek a zo er gomun a-drugarez dezhañ, pergen, unan vras war dalbenn an iliz: "Meuleudi da Zoue".
![]() |
de Vannes / de Vennes
Aotrounez Scolpon |
Dougen a ra div vuoc'h leinet gant ur vrizhenn erminig
Siell 1271. Livioù dianvet. |
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ (br)Kelenn
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Begnen - Fichenn ar gumun
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 49, 58, 338 ha 351
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 14, 49, 76, 110 ha 351
- ↑ (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 50
- ↑ (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Memorial Genweb