Bernez Tangi - Wikipedia
- ️Wed Jan 25 2012
- Arabat droukveskañ e anv gant hini Bernard Tanguy, klasker er CNRS.
Bernez Tangi | |
---|---|
![]() Bernez Tangi hag Olwenn Manac'h | |
Anv ofisiel | Bernard Tanguy |
Obererezh | Kaner, Skrivagner, troer, difazier |
Ganedigezh | 11 Mezheven 1949 e Karanteg, ![]() ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Enorioù | Priz Imram e 1986, Priz Langleiz e 2011 |
Lec'hienn ofisiel | bernez-tangi.com/ |
kemmañ ![]() |
Bernez Tangi, ganet e Karanteg d'an 11 a viz Mezheven 1949, zo ur barzh, ur c'haner hag ul livour breizhat. Brezhoneger a-vihanik eo, ha divizet en doa mont da redek ar bed goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika). Gant Denez Abernot hag un nebeud sonerien all en doa savet ar strollad rock e brezhoneg Storlok (1976-1980).
Er bloaz 2001 e nac'has ar priz Du-mañ Du-se deroet gant France 3 Ouest goude e levr Rod an Avelioù, en abeg da lec'h dister ar brezhoneg er media foran ; an hevelep priz a voe deroet dezhañ e 2011, ar pezh e vroudas da enrollañ ur c'hlip video anvet Gwerz ar skinwel a oa c'hoazh a-zivout stad ar brezhoneg er skinwel.
- 1986 : Fulennoù an tantad, Lesneven : Hor yezh (Mouladurioù Hor Yezh-Skrid) — Priz Imram 1986)
- 2001 : Rod an Avelioù, Mouladurioù Hor Yezh-Skrid
- 2005 : Chien de feu (Tarv Ruz). Un dibab barzhonegoù troet e galleg, embannet gant ur CD ma klever ar barzh o lenn ar skridoù brezhonek.
- 2010 : Ar Saouzanenn, barzhonegoù, Skrid (Here), Priz Langleiz 2011
- 2015 : 1973, romant (Skrid)
- 2018 : Dastumadeg an Anaon , barzhonegoù (Skrid)
-
- Gant Pempbiz
-
- 2011 : Pempbiz
- 2015 : Karantez, marv ha faltazi
-