Breur - Wikipedia
Breur un den ( breudeur el liester) eo ar bugel all, gourel e reizh, ganet eus ar memes mamm hag ar memes tad peurvuiañ.
Kemm a lakaer etre meur a seurt breudeur:
- al lezvreur, heñvelster gant hantervreur, a zo diwar ar memes tad pe ar memes mamm;
- ar breur-laezh, eo an hini en deus evet laezh ar memes magerez, hervez ur c'hiz a wechall, ul liamm a zo bet a bouez, etre tud a renkadoù disheñvel peurvuiañ (mab un noblañs ha merc'h ar vagerez da skouer),
- ar breur-kompez, enebet ouzh lezvreur ha breur-laezh, eo an hini en deus ar memes tad hag ar memes mamm.
Er gevredigezh kozh e veze roet madoù an ozhac'h d'ar breur henañ, ha gwall nebeud a dra d'e vreudeur ha c'hoarezed.
- Ar vreudeur Grimm, skrivagnerien alaman
- Ar vreudeur Pélissier, marc'hhouarnerien brudet etre daou vrezel bed
- Ar vreudeur Morvan, kanerien kan-ha-diskan
- The Everly Brothers, kanerien amerikan
- Ar vreudeur Kaczyński, e penn Republik Polonia e 2007.