Kigdebrer - Wikipedia
| |
---|---|
![]() | |
Rummatadur filogenetek | |
Riezad : | Animalia |
Skourrad : | Chordata |
Kevrennad : | Mammalia |
Urzhad : | Carnivora |
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'higdebrerien a zo bronneged eus an urzhiad Carnivora. O anv brezhonek koulz hag an hini latin a ziskouez int gouest da zebriñ kig dre m'o deus karvanoù kreñv ha dantet-lemm ha ken e c'hell o benvegad koazhañ gouzañv ar c'hig kriz.
M'eo ar c'hig boued pennañ an darn vrasañ anezho e c'hell kigdebrerien 'zo debriñ traou all ivez (geot, vioù, legumaj...).
O dent-lagad a zo hiroc'h ha tevoc'h ha graet e vez dent-krog anezho. Azasaet eo o c'hildent evit drailhañ mat ar c'hig.
Isurzhiad Caniformia :
- Amphicyonidae, aet da get
- Canidae (ki...)
- Hemicyonidae, aet da get
- Ursidae (arzhed, panda bras)
- Ailuridae (panda ruz)
- Mephitidae (skoñs)
- Mustelidae (ki-dour...)
- Procyonidae (rakoun...)
- Enaliarctidae, aet da get
- Odobenidae (kole-mor)
- Otariidae (morleoned...)
- Phocidae (reunig...)
Isurzhiad Feliformia :
- Stenoplesictidae, aet da get
- Percrocutidae, aet da get
- Nimravidae, aet da get
- Nandiniidae
- Barbourofelidae, aet da get
- Felidae (kazh...)
- Viverridae (kazh-banal...)
- Hyaenidae (bleiz-broc'h...)
- Eupleridae
- Herpestidae