Dañvad - Wikipedia
| |
---|---|
![]() Ovis aries | |
Rummatadur filogenetek | |
Riezad : | Animalia |
Skourrad : | Chordata |
Kevrennad : | Mammalia |
Urzhad : | Artiodactyla |
Kerentiad : | Bovidae |
Iskerentiad : | Caprinae |
Genad : | Ovis |
Anv skiantel | |
Ovis aries Linnaeus, 1758 | |
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ur bronneg daskirier doñv eus ar c'herentiad Bovidae, anv spesad Ovis aries eo an dañvad (liester : deñved). M'eo dañvad anv boutin ar spesad eo maout anv ar par, dañvadez anv ar barez hag oan anv an hini bihan. Maget e vez an deñved evit o c'hreoñv a zo graet gant gloan, evit o c'hig hag evit laezh an dañvadezed implijet evit fardañ meur a seurt fourmaj.
Eus ur ger predenek martezeüs *damatos e teu dañvad. Savet e oa bet war ur wrizienn indezeuropek a dalvez « doñvaat » hag a gaver ivez er c'hembraeg dafad, er c'herneveureg davas.