br.wikipedia.org

Torzhellegezh - Wikipedia

(Adkaset eus Droug-skevent)

Filmig displegañ
Maouez tapet gant an dorzhellegezh taolennet gant Baumgartner e 1929

An dorzhellegezh, pe an droug-skevent, a zo ur c'hleñved poreüs hag a dag an holl dud, degaset gant ar bakteri Mycobacterium tuberculosis (anvet bazhilli Koch ivez).

Anavezet eo gant Aozadur Bedel ar Yec'hed (OMS-WHO)[1].

Ar c'hleñved a zo anavezet dreist-holl dre e stumm tagus d'ar skevent hag a zo an hini niverusañ, met gellout a ra tagañ an eskern, ar groc'hen, ar bouzelloù, al lounezhi, an organoù engehentiñ.

A-benn talañ ouzh ar c'hleñved-se e vez implijet danvezioù enep-mikrobed.

Skritell propaganda evit ar yec'hed foran. Ar pal amañ a oa klask talañ ouzh red an dorzhellegezh.

Evit kavout ul listenn glok gwelet Tud aet da anaon gant an dorzhellegezh