br.wikipedia.org

Emgleo Breiz - Wikipedia

Emgleo Breiz (Fondation culturelle bretonne) a oa ur c'hevarzhe krouet ez-ofisiel e 1955 ha frammet evel ur c'hevread aozadurioù breizhat a felle dezho diorreiñ ar brezhoneg hag ar sevenadur breizhat en ur bouezañ war an aotrounezhioù publik. Aozañ a rae obererezhioù liesseurt, en o zouez Devez ar brezoneg, bep Yaou-Bask. Darn eus e obererezhioù a oa embann levrioù ha kelaouennoù brezhonek savet en doare-skrivañ a vez graet skolveurieg eus outañ (falc'huneg gant lod ha ne vezent ket prest d'e zegemer). Un niver bras a levrioù hag a gelaouennoù a embannas dindan hec'h anv. Paouez a reas ar gevredigezh gant hec'h oberoù da heul diviz an 3 a viz Du 2015 roet gant Lez-varn ar C'henwerzh e Brest a zisklêrias he freuz-stal.

Divizet eo bet ma vo savet Emgleo Breiz (Fondation culturelle bretonne e anv gallek ofisiel) goude un emvod dalc'het e Ti-kêr Kemper, d'an a viz Gouere 1953, da-geñver Gouelioù bras Kerne. Da-heul al lezenn Deixonne a aotree kelenn ar brezhoneg er skolioù e teue ar meno, met ne voe ket disklêriet ar c'hevarzhe nevez a-raok 1955. Ar stourmer kozh evit kelenn ofisiel ar brezhoneg, Léon Toulemont, a voe lakaet da brezidant.

Palioù ar c'hevread a oa ledan e-keñver diorreiñ ar sevenadur breizhat, pa endalc'he aozadurioù bras oc'h ober war-dro ar sonerezh, an dañs hag ar c'hoariva. Gant ar Falz hag ar Bleun-Brug e teue ar broud evit ledanañ implij ar brezhoneg en deskadurezh, er c'helaouiñ hag er vuhez foran. Koulskoude pa oa aet ar c'hevarzheoù evel Kendalc'h ha War 'l Leur kuit e teue Emgleo Breiz un aozadur evit mad ar brezhoneg nemetken.

War daou dra e oa bet staliet Emgleo Breiz : chom pell eus ar vroadelourien breizhat a oa bet o obererezhioù war wel e-pad an Eil brezel-bed ha chom feal ivez da vrezhoneg ar bobl. Tabutoù a rene a-enep heulierien ar gelaouenn Gwalarn, a-enep tud Al Liamm, da gentañ, ha, da-c'houde, flemmadennoù ouzh ar c'hevredad a vounte evit implij ar peurunvan, Kuzul ar Brezhoneg, krouet e 1958.

Pevar den o deus bet ur pouez bras evit meradur ar c'henvredad : Armañs Keravel o labourat asamblez atav gant Andreo ar Merser, an daou bet skolaerien bublik e penn Ar Falz e 1945, ha Charlez ar Gall, hag eñ skolaer publik liammet ouzh Ar Falz ivez. Harpet e oant gant Per-Jakez Helias, kelenner skol normal ha Visant Seite, mestr-skol prevez a-raok mont da vezañ rener ar Bleun-Brug.

E tro ar bloavezioù 1970 e voe strishaet an dachenn obererezhioù, pa guitaas Kendalc'h ar c'hevread ha pa gollas ar Bleun-Brug e nerzh. Ouzhpenn-se e kavas gwelloc'h Ar Falz diorren e embannadennoù pedagogel tro-dro d'e gelaouenn Skol Vreiz.
E dibenn bloaz 2015 e voe graet freuz-stal gant Emgleo Breiz’’ diwar ur diouer a werzhioù levrioù. Ne badas ket ket un hanter-bloaz ouzhpenn ar gelaouenn lennegel Brud Nevez.

Sellit ouzh ar pennad resisoc'h : Embannadurioù Emgleo Breiz.
Er bloavezhioù 1950, e voe embannet levrioù dindan anv Emgleo Breiz, gant :

  • Ar Falz-Skol Vreiz, ur c'hevredad hag a oa dezhañ ur gelaouenn anvet Ar Falz-Skol Vreiz, renet e-pad pell gant Per Honoré, eus Plourin-Montroulez; er bloavezhioù 1970 e savas a-du gant un trede doare-skrivañ, a vez graet "etrerannyezhel" anezhañ gant e implijerien; goude e troas a-du gant ar peurunvan hag e voe savet ti-embann Skol Vreizh;
  • Ar gelaouenn lennegel Brud, krouet e 1957, adanvet Brud Nevez e 1977, renet da gentañ gant Per-Mari Mevel ha da-heul, Jakez Salaun, Andreo ar Merser, hag en diwezh gant Fañch Broudig.
  •  Ar gelaouenn bedagogel, Ar Helenner, renet gant Andreo ar Merser

War niverennoù Brud Nevez e veze meneget "Moullet gand Ti-moullerez ar Martolod er Gelveneg (Imprimerie du Marin, le Guilvinec). Pelloc'h e lenner "Moullet ez-prevez gand Brud Nevez".

Hervez Fañch Broudig, 700 levr ha 312 niverenn eus Brud Nevez a voe embannet e anv Emgleo Breiz[1].

En diwezh e tispake Brud Nevez, Ar Skol Vrezoneg hag Emgleo Breiz ur c'hatalog 450 oberenn ennañ. Bep bloaz e teue 10 pe 15 levr nevez gante, met ne veze ket embannet levr ebet ken evit ar vugale, dre m'eo deuet ar peurunvan da vezañ yezh ar c'helenn brezhoneg.

E-pad dek vloaz e aozas Emgleo Breiz ur gest war an hentoù publik bep Yaou-Bask.

  • ar gevredigezh Ar Falz (ne voe ket ezel ken adalek ar bloavezhioù 70, pa voe krouet ar skritur etrerannyezhel gant Fañch Morvannou)
  • ar gevredigezh Bleun-Brug (aet da get) hag a embanne ar gelaouenn Bleun-Brug hag ar Cahiers du Bleun-Brug. Aozadur katolik kozh a boueze evit ma chomfe ar brezhoneg yezh an Iliz e Breizh
  • Kengevread Kendalc'h (kelc'hioù keltiek) (ne voe ket ezel ken)
  • Kengevread War'l leur (kelc'hioù keltiek) (ne voe ket ezel ken)
  • Al Leur Nevez (Kemper ha Kerne) : kentelioù brezhoneg, dastum, embann pladennoù gant kanaouennoù poblek ...
  • Skolig al Louarn (Goueled Leon) : ur mirdi e Plouvien, kentelioù brezhoneg, obererezhioù evit ar vugale...
  • Ar Skol Vrezoneg (Brest) : Kentelioù brezhoneg, embannadurioù...
  • Ar Skol dre Lizer : kentelioù brezhoneg dre lizher

E Kengevread Emgleo Breiz eo bet oberiant :

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.