Enizenac'h - Wikipedia
Enizenac'h | |
---|---|
![]() Ar porzh. | |
![]() | |
Anvioù all | Inizenac'h, Izenac'h, Enez-Venac'h |
Anv gallek (ofisiel) | Île-aux-Moines |
Bro istorel | ![]() |
Melestradurezh | |
Departamant | ![]() |
Arondisamant | Gwened |
Kanton | Gwened-2 |
Kod kumun | 56087 |
Kod post | 56780 |
Maer Amzer gefridi | Philippe Le Berigot 2014-2026 |
Etrekumuniezh | Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù |
Bro velestradurel | Bro Gwened |
Lec'hienn Web | (fr) mairie-ileauxmoines.fr |
Poblañsouriezh | |
Annezidi | Enizenac'hiz |
Poblañs | 632 ann. (2022)[1] |
Stankter | 198 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 47° 35′ 51″ Norzh 2° 50′ 36″ Kornôg / 47.5975, -2.843333 |
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ -1 m — brasañ 31 m |
Gorread | 3,20 km² |
kemmañ ![]() |
Enizenac'h (skrivet Inizenac'h pe Izenac'h, pe c'hoazh Enez-Venac'h[2] a-wezhioù) a zo ur gumun hag un enezenn eus Breizh e pleg-mor ar Mor-Bihan hag ur gumun eus kanton Gwened-2 e departamant ar Mor-Bihan.
E-kreiz ar Mor Bihan emañ Enizenac'h.
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Enizenac'h e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Aradon; e Bann Gwened e oa; dilamet e voe kanton Aradon ha lakaet e voe Enizenac'h e Kanton Gwened-Kornôg gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Enizenac'h en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800[4],[5].
- Brezel-bed kentañ: mervel a reas 36 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 3,22 % eus he foblañs e 1911[6].
- Eil Brezel-bed:
- d'ar 14 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez (Mosquito VI marilhet HR139 ha kodet LA-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force') en Enizenac'h; mervel a reas an daou nijour ha douaret e voent e bered ar gumun[7];
- mervel a reas 21 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
- Sern Kergonan, amreoliek a stumm, e gwareg-kelc'h digor, a zo merchet gant 34 maen en o-sav pe a-blad hag 6 maen arall bihan pe brasoc'h lakaet tro-dro[9].
- Iliz katolik Sant Mikael.
- Melin "Rinville".
- Maner "Santez-Anna".
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù[10]. Dioueliet e voe d’ar 4 a viz Du 1923[11].
- Plakennoù ar re varv en iliz katolik, 1914-1918, luc’hskeudenn[12] ha 1939-1945, luc’hskeudenn[13].
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
2 |
Hollad | 2 |
Karrnijourion e oant o-daou. Marvet int d'ar 14 a viz Eost 1944, e-pad an Eil Brezel Bed[14].
Niver a annezidi
- Geneviève Asse, livourez hag engravourez bet ganet e Gwened e 1923, he doa un ti hag ul labourva eno,
- Gabriel Yared, sonaozer,
- Yann Guichard, merdeer.
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ "Enizenac'h / Izenac'h" war al lec'hienn devri.bzh
- ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne: ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 143
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Enizenac'h - Fichenn ar gumun
- ↑ (fr)Memorialgenweb
- ↑ (fr)Pertes RAF Morbihan
- ↑ (fr)Memorialgenweb
- ↑ Kevredigezh « Paysages de mégalithes de Carnac et du Sud-Morbihan ».
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (en)Commonwealth War Graves Commission
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |