br.wikipedia.org

Gestapo - Wikipedia

Arouez SD (Sicherheitdienst,servij surentez) implijet gant Gestapo
Gouzañverien Gestapo e Lager Nordhausen

Gestapo (alamaneg Geheime Staatspolizei «polis kuzh ar Stad») a oa polis politikel Alamagn da vare ren Adolf Hitler (1933-1945). Lakaet e voe da aozadur torfedourien da vare prosez Nürnberg.

Adalek 1933, kerkent ha lakaet Adolf Hitler da gañseller, e krogas SA da spontañ ar boblañs : war-dro 50 000 SA a oa e Prusia. Goude tan-gwall ar Reichstag e voe lakaet ar polis da labourat gant SA. Ur wech embannet ar stad a reuziad e voe harzet 96 kannad. Deuet e oa ar polis da vezañ ur benveg etre daouarn NSDAP.

Gestapo Prusia a voe krouet d’ar 26 a viz Ebrel 1933 e Berlin, (8 Prinz-Albrechtstrasse) gant Hermann Göring, hag a oa kentañ ministr Prusia. D’ar mare-se, e oa war-dro 200 ezel ennañ, hag an urzhioù a vije kaset da gomiserdioù Prusia. Ma oa gwelet izili SA evel tud reut ha feuls, e oa dibabet a-vat izili Gestapo: al lod brasañ anezho a oa bet er skol-veur, ha dibabet e oant diwar o barregezhioù hag o deskadurezh. Hermann Göring en doa lakaet da bal lakaat anezho da vezañ “brezelerien an ideologiezh”, e servij ar Vroad alaman. Diouzh un tu, ne felle ket da Ernst Röhm e vije tapet plas SA gant Gestapo. Diouzh an tu all e oa mennet Heinrich Himmler ha Reinhard Heydrich da gendeuziñ ar polis ha SS, diwar goust Ernst Röhm. E miz Gouere 1932 e voe anvet Heydrich e penn servij surentez (SD) NSDAP. Aozet e oa bet gantañ. Lakaat a reas da bal diguzhat an holl re a enebe ouzh SS. E-pad nevezamzer 1933 e voe anvet Heydrich e penn servijoù polis München, met e gwirionez e oa Heinrich Müller a rene. Ur wech unvanet polis Bayern ha SD e voent e penn holl aozadur polis al Land. Heinrich Himmler ha Reinhard Heydrich a grouas ar c’hamp-kreizennañ kentañ e Dachau (Bayern) e miz Meurzh 1933. Ennañ e voe bac’het an enebourien bolitikel. Müller, isrener polis Bayern, a aozas ar Schutzhaft, gant ar pal herzel tud hep abeg lezennel ebet, kement den hag a c’hallfe bezañ “dañjerus”. D’ar mare-se e oa Heinrich Himmler e penn polis Alamagn a-bezh, nemet Gestapo Prusia hag a oa renet gant Hermann Göring. Hemañ a roas e zilez e 1934. Er memes koulz e voe degemeret Heinrich Himmler (penn Gestapo), Reinhard Heydrich (penn ar melestradur) ha Heinrich Müller (kenrener ar melestradur) e burevioù Gestapo e Berlin: adalek ar mare-se e ren SS war holl bolis ar Reich.

Ur wech ebarzhet ar polis e SS e oa ret da Heinrich Himmler ha da Reinhard Heydrich en em zizober diouzh SA. D’ar 27 a viz Even 1934 en em vodas Himmler, Heydrich ha Müller hag ec’h ijinjont "putsch Röhm". E-pad an noz etre an 30 a viz Even hag ar 1añ a viz Gouere 1934 (Nozvezh an Hirgontilli) e voe lazhet pennoù-bras SA, Ernst Röhm en o zouez.

Dre ma oa NSDAP ar strollad politikel nemetañ, e kendalc’has Gestapo da herzel an enebourien bolitikel, an holl dud ha na glotent ket gant ar Volksgemeinschaft (kumuniezh ar bobl) ijinet gant an nazied, dreist-holl izili KPD. An holl vinorelezhioù, Yuzevien en o zouez, a voe taget ivez. D’an 19 a viz Gwengolo 1935 e voe votet lezennoù Nürnberg: un diaz lezennel e teujont da vezañ evit Gestapo, dre ma oa embannet sklaer e oa difennet groñs an euredoù etre Alamaned ha Yuzevien.

Tamm-ha-tamm ez eas war washaat an aergelc’h spontus a oa en Alamagn. E-pad hañv 1936 e voe anvet Himmler e penn holl servijoù polis ar vro (Chef der Deutschen Polizei). Daoust d'an anvidigezh-se e oa Heydrich hag a rene da vat. Perzh ministrerezh an diabarzh a oa bras ivez. Adalek dibenn ar bloavezhioù 1930 ez eas war gresk perzh ha pouez SS en aozadur nazi. Unan anezho, Werner Best (gwiraour ha teknokrat) e anv, a genlabouras gant Heydrich e penn Gestapo betek 1940. Franz Six, tutaet e SD gant Heydrich, a ijinas ar servij anvet Gegnerforschung (lodenn eus Gestapo e karg eus enebourien ar Reich).

Goude an Anschluss (1938), e voe harzet pennoù bras tu-kleiz Aostria. Er bloaz war-lerc’h e savas izili Gestapo listenn an enebourien tchek a oa da vezañ harzet. E 1939 e voe stummet izili Gestapo a-benn bezañ prest da vrezeliñ. Müller a aozas taol Tannenberg, un digarez evit tagañ Polonia e miz Gwengolo. E Pariz e voe anvet an Obersturmbannführer Kurt Lischka e penn Gestapo adalek diskaramzer 1940. Pierre Laval, kentañ ministr gall, en em glevas gant an nazied : 80 000 Yuzev a voe harzet gant ar polis gall ha dibellet da c’houde. D’an 22 a viz Gwengolo 1939 e voe krouet Reichssicherheitshauptamt (Ofis kreiz surentez ar Reich, RSHA) gant Himmler. Heydrich a voe lakaet e penn ar servij-se, ha ren a reas neuze war SD ha war SIPO. Div rann voe krouet: Gestapo ha Kriminalpolizei, gant ar pal dizorniañ enebourien ar Reich. Gestapo a zeuas da vezañ pevare rann (Amt IV) RSHA.

Etre diskaramzer 1939 ha nevezamzer 1940 e lakaas Hitler da bal gounit ar brezel buan-tre. Kemenn a reas ma vefe lazhet 70 000 den en Europa (dreist-holl en Ukraina hag e Belarus) gant an Einsatzgruppen (kommando SS). Unvezhioù SS ha re Gestapo a sikouras anezho a-benn lazhañ an holl baotred en oad da vrezeliñ.

E Bro-C’hall e voe sezizet SNCF, hag implijet an trenioù evit kas ar brizonidi d’ar c’hampoù-kreizennañ. Kement-se a voe aozet er servij IV.B.4, renet gant Adolf Eichmann. Gant Gestapo e voe harzet a Yuzevien hag an enebourien bolitikel, en Alamagn koulz hag er broioù aloubet.

D’an 31 a viz Gouere ec’h aozas Heydrich taol Reinhard: ar pal a oa lazhañ 2 vilion a Yuzevien bolonat. Asantet e voe an diviz gant Himmler e-pad an diskaramzer.

D’an 20 a viz Genver 1942 e kemeras Müller perzh e prezegenn Wannsee, eno e kenaozas an Endlösung (Diskoulm diwezhañ). Skignet e voe ar raktres e diabarzh Gestapo: ne oa ket trawalc’h hervez Heydrich e vefe izili Gespato skouerioù ar “Volksgemeinschaft'’, fellout a rae dezhañ e kemerfent perzh en Diskoulm diwezhañ.

D’ar 4 a viz Even 1942 e varvas Reinhard Heydrich e Praha abalamour d’ur gwalldaol. Goude an darvoud-se ez eas war gresk ar feulster hag an harzidigezhioù. E-pad ur pennadig e voe anvet Heinrich Himmler e penn SD. Da zistro-gwall e voe kaset SS ha Gestapo da zistruj ar gêriadenn tchek anvet Lidice: an holl baotred a voe fuzuilhet, ha dibellet e voe an holl vaouezed hag ar vugale. E Lublin (Polonia) e tivizas penn Gestapo (Oswald Gudenlach e anv) ma vefe muntret miliadoù a dud: harzet e voe Yuzevien etre an 3 hag ar 4 a viz Du 1943, hag en holl e voe lazhet ouzhpenn 43 000 den. E-pad goañv 1942-1943 e chomas sac’het ar Wehrmacht e Stalingrad. En Alamagn e krogas bombezennadegoù ar re unanet. D’ar mare-se ec’h embannas Joseph Goebbels e oa kroget ar "brezel hollek". E miz Genver 1943 e voe anvet Ernst Kaltenbrunner e penn SD ha Gestapo, e plas Heinrcih Himmler. War gresk ez eas an enebiezh diabarzh a-enep da feulster ar Stad. E-touez an Alamaned harzet e voe Sophie Scholl ha Hans Scholl. D’an 20 a viz Gouere 1944 e klaskas jeneraled alaman lazhañ Adolf Hitler, met ne zeujont ket a-benn. Lakaet e voe Müller e karg d’o c’havout ha d’o lazhañ. An holl o doa kemeret perzh en irienn a voe dispellet pe lazhet en deiz war-lerc’h. Penn-kentañ diskar Gestapo e oa memes tra.

Poliserien Gestapo harzet e Liège, 1944

Izili Gestapo a guitaas Pariz e-pad hañv 1944, ha kuitaat a rejont Berlin en diskaramzer. Ne felle ket dezho leuskel roudoù war o lerc’h, neuze e plantjont tan en o savadurioù. Al lod brasañ eus pennoù bras Gestapo, Müller en o zouez (n’eo ket bet adkavet e gorf), a zeuas a-benn da dec’hout kuit. Ul lodenn anezho a stagas en-dro gant al labour er polis goude 1945.

E 1934 e voe tennet Gestapo diouzh ministrerezh Prusia an diabarzh hag e vo ebarzhet e SS. Kreskiñ a reas e-pad ar 5 bloaz da heul. Kendeuzet e voe gant Kripo, evel-se e voe krouet (Sipo, Sicherheitspolizei, polis surentez). E 1939 e voe kendeuzet Sipo ha Sicherheitsdienst (SD), krouet e voe neuze RSHA (Reichssicherheitshauptamt, Ofis Kreiz Surentez ar Reich). E diabarzh RSHA e oa anvet Gestapo Amt IV. Evel-henn e oa aozet :

  1. Komunourien (A1)
  2. Moc’herezh (A2)
  3. Kilstourmerien ha Frankizourien (A3)
  4. Muntrerien (A4)
  1. Katoliked (B1)
  2. Protestanted (B2)
  3. Frañmasoned (B3)
  4. Yuzevien (B4)
  5. Tud a liv (B5)
  1. Enebourien ar stad (D1)
  2. Ilizoù ha Sektennoù (D2)
  3. Aferioù ar Strollad (NSDAP) (D3)
  4. Tiriadoù ar c'hornaoueg (D4)
  5. Enepspierezh(D5)
  6. Estrañjourien (D6)
  1. En Alamagn (E1)
  2. Unvezhioù polis (E2)
  3. Er C’hornôg (E3)
  4. E Skandinavia (E4)
  5. Er Reter (E5)
  6. Er Su (E6)
  • Philippe Aziz, Au service de l'ennemi. La Gestapo française en province, embannet gant Fayard
  • Jacques Delarue, Histoire de la Gestapo, Fayard
  • Édouard Husson, "La vraie histoire des Bienveillantes", L'Histoire, niv. 320, miz Mae 2007
  • Éric A. Johnson, La terreur nazie : la Gestapo, les Juifs et les Allemands ordinaires, Albin Michel
  • Schultheis, Herbert / Wahler, Isaac E.: Bilder und Akten der Gestapo Wuerzburg über die Judendeportationen 1941 - 1943. Bad Neustadt a. d. Saale
  • Jean-Louis Loubet del Bayle, Police et politique. Une approche sociologique, embannet gant L'Harmattan
  • Roger Manvel et Heinrich Fraenkel, Heinrich Himmler : The SS, Gestapo, His Life and Career, Skyhorse Publishing
  • Holger Hillesheim et Wolfgang Schoen, Die Gestapo (1) : Hitlers schärfste Waffe, Dokumentation der ARD/SWR, 2005.
  • Holger Hillesheim et Wolfgang Schoen, Die Gestapo (2) : Terror ohne Grenzen, Dokumentation der ARD/SWR, 2005.
  • Holger Hillesheim et Wolfgang Schoen, Die Gestapo (3) : Henker an der Heimatfront, Dokumentation der ARD/SWR, 2005.