Gwaien - Wikipedia
Gwaien | |
---|---|
Porzh Gwaien | |
Anv gallek (ofisiel) | Audierne |
Bro istorel | Kernev |
Melestradurezh | |
Departamant | Penn-ar-Bed |
Arondisamant | Kemper |
Kanton | Pontekroaz (betek 2015) Douarnenez (abaoe 2015) |
Kod kumun | 29003 |
Kod post | 29770 |
Maer Amzer gefridi | Gurvan Kerloc'h 2020-2026 |
Etrekumuniezh | KK Bro ar C'hab |
Bro velestradurel | Bro Gerne |
Lec'hienn Web | http://www.audierne.fr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 3 708 ann. (2022)[1] |
Stankter | 202 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 48° 01′ 30″ Norzh 4° 32′ 26″ Kornôg / 48.025, -4.540556 |
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 131 m |
Gorread | 18,37 km² |
Gwaien |
|
kemmañ |
Gwaien a zo ur gêrig eus Kerne-Izel hag ur gumun eus kanton Douarnenez, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh. Kresket eo bet d'ar 1añ a viz Genver 2016 goude bezañ bodet gant an Eskevien[2].
- E genoù ar Stêr Waien emañ Gwaien.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Dagorn, kure ; nac'het e voe al le gant Gloaguen, beleg[3].
- Mervel a reas 162 waz eus ar gumun, da lâret eo 3,45% eus he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[4].
- Fuzuilhet e voe daou soudard bet ganet er gumun gant al lu gall, unan e miz C'hwevrer 1915, egile e miz Du 1916.
- Merval a reas 53 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
- D'an 20 a viz Gwengolo 1944 e kodianas ar soudarded alaman a oa e kreñvlec'h Lezongar, war an aod, daou zevezh goude dieubidigezh Brest.
- Mervel a reas ur milour eus ar Morlu gall dre wallzarvoud d’an 8 a viz Meurzh 1921 e San Stefano e Turkia[6].
- Mervel a reas ur milour eus ar gumun d’an 3 a viz Here 1959[8].
-
Gwaien
-
Ar porzh
-
Stêr Waien
-
Ar porzh
-
Porzh Gwaien
gant Henry Moret, 1900 -
Ar porzh
Niver a annezidi
Votet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant ar c'huzul-kêr d'an 8 a viz Kerzu 2020.
- 1886: Pierre Arsène Marie Autret, soudard en 19vet rujumant war-droad, fuzuilhet gant al lu gall d'ar 25 a viz Du 1916 e Belleray evit «ravoltadeg»[11].
- 1893: François Kérével, d'an 22 a viz Du, soudard en eil rujumant trevadennel war-droad, fuzuilhet gant al lu gall e miz C'hwevrer 1915 evit «dilez e bost dirak an enebour» ha «nac'h sentiñ»[12].
- 1923: Youenn Olier, emsaver ha skrivagner brezhonek
- 1943 : Jean-Pierre Velly, arzour
- Alan-Gwenog Berr (1913-1974), yezhoniour war ar brezhoneg, savet eno.
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Alamagn | Hattingen | 1976 |
Kernev-Veur | Pennrynn | 1979 |
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) « Audierne et Esquibien. Commune nouvelle d’Audierne, l’arrêté a paru »», Ouest-France, 22 Here 2015
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ 1462140 Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ francegenweb.org
- ↑ [1]