Gwitreg - Wikipedia
Gwitreg | |
---|---|
![]() Kastell Gwitreg. | |
![]() | |
Anv gallaouek | Vitrae pe Vitrë[1] |
Anv gallek (ofisiel) | Vitré |
Bro istorel | ![]() |
Melestradurezh | |
Departamant | ![]() |
Arondisamant | Felger-Gwitreg |
Kanton | Gwitreg (Pennlec'h) |
Kod kumun | 35360 |
Kod post | 35500 |
Maer Amzer gefridi | Isabelle Le Callennec 2020-2026 |
Etrekumuniezh | Gwitreg Kumuniezh |
Bro velestradurel | Bro Gwitreg |
Lec'hienn Web | https://www.vitre.bzh |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 18 892 ann. (2022)[2] |
Stankter | 508 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 48° 07′ 12″ Norzh 1° 12′ 36″ Kornôg / 48.120000, -1.210000 |
Uhelderioù | kreiz-kêr : 89 m bihanañ 67 m — brasañ 127 m |
Gorread | 37,19 km² |
kemmañ ![]() |
Gwitreg a zo ur gumun e departamant Il-ha-Gwilen e Breizh-Uhel, tost d'an harzoù gant Bro-C'hall, war an hent bras a gas da Bariz.
Anv an dud: Gwitregad (Gwitregiz), Gwitregadez (-ed).
Erwan Vallerie ː Vitriacum, 1070
![]() |
|
- Savet eo kêr Gwitreg en-dro d'ar c'hastell-kreñv adal an XIvet kantved; koulskoude, pa weler ar peulvanoù nepell ha dismantroù un atant galian-roman nes, eo anat eo hir istor pobladur en ardremez. Lec'hiet evel ma oa war harzoù breizh e oa dezhi da zifenn ar vro diouzh an amezeien (Maine, Anjev, Normandi ha Bro-C'hall). Hevelep karg a oa ivez gant kêrioù (Felger, Sant-Albin-an-Hiliber, Gwerc'h-Breizh, Kastell-Briant, Ankiniz ha Klison).
Etre 1220 ha 1240 e voe savet mogerioù-difenn. Kreskiñ a reas fabourzhioù: Rachapt, Sainte-Croix, Saint-Martin, La Mériais, Hellerie). Adalek 1251, gant dimezioù etre an tiegezhioù Gwitreg ha Laval, ha dre vras tiegezhioù uhel Breizh ha re Vro-C'hall, a gaso da stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall en 1532.
- Mervel a reas 315 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 2,97% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
- Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet o vevañ er gumun gant al lu gall] d'ar 17 a viz Meurzh 1915[5].
- Mervel a reas 47 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
- D'ar 14 a viz Even 1940 e kouezhas un nijerez Fairey Battle, marilhet L5513 ha kodet PM-L, eus ar 103th Squadron eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Gwitreg; he zri nijour a c'hellas en em gavet gant o c'henseurted[7],[8],[9].
- Tri soudard a varvas[10].
- Daou vilour a varvas [11].
- Hervez ur studiadenn gant Ofis ar Brezhoneg e vije 150 brezhoneger e korn-bro Gwitreg[12].
- E distro-skol 2024 e oa 96 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (4,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[13].
- Dalc'het e vez kentelioù-noz brezhoneg gant Skol an Emsav, abaoe miz Gwengolo 2010.
GWITREG | 1762 | 1790 | 1800 | 1836 | 1856 | 1881 | 1901 | 1921 | 1936 | 1954 | 1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2012 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Poblañs | 14 000 | 10 850 | 8 809 | 8 901 | 8 854 | 10 314 | 10 775 | 8 154 | 8 506 | 9 611 | 10 380 | 11 343 | 12 322 | 13 046 | 14 488 | 15 313 | 17 177 |
Andon : INSEE, « Vitré »: ROBERT-GUÉDON D., LE GOFF D., BORDILLON H. Ouest-France |
- Pierre Landais.
- Lucien Lechat (21 a viz Ebrel 1891-1915), unan eus Pevar C'haporal Souains, bet fuzuilhet d'ar 17 a viz Meurzh 1915 evit laoskentez gant al Lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ, bet roet o enor dezhe en-dro e 1935; mavour e oa e Gwitreg[14],[15].
- Pierre Méhaignerie.
- Markizez Sévigné.
- 1483 : Jacques Collebaut, sonaozour.
- 1519 : Bertrand d'Argentré, istorour ha gwiraour.
- 1827 : Arthur Le Moyne de la Borderie. istorour Breizh ha diellour.
- 1879 : Jean Choleau, armerzhour hag emsaver.
- 1900 : Morvan Marchal, tisavour hag emsaver.
- 1979 : Jérôme Lebouc, melldroader.
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/28/Panorama_Vitr%C3%A9-nord.jpg/800px-Panorama_Vitr%C3%A9-nord.jpg)
- Kastell Gwitreg.
- Kastell Reier Sevigneg.
- Iliz katolik an Intron-Varia, XIVvet kantved.
- Iliz katolik Sant Varzhin, XVvet kantved.
- Chapel Sant-Nikolaz.
- Monumant ar re varv (fr)Memorial Genweb</ref>.
- Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Gevellet eo gant 8 kêr :
- 30 a viz Mezheven 1985 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Oriant ha Gwitreg ; trec'h eo Rudy Matthijs (Belgia).
- 1añ a viz Gouere 1985 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwitreg ha Felger (a-benn d'an eur dre skipailh) ; trec'h eo La Vie Claire.
- 3 a viz Gouere 1995 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Perroz-Gireg ha Gwitreg ; trec'h eo Mario Cippolini (Italia).
- 5 a viz Gouere 2000 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Gwitreg ; trec'h eo Marcel Wüst (Alamagn).
- 6 a viz Gouere 2000 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwitreg war-du Teurgn (Indre-et-Loire).
- 7 a viz Gouere 2006 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lisieux ha Gwitreg ; trec'h eo Robbie McEwen (Aostralia)
- Lec'hienn an ti-kêr
- Lec'hienn ti an douristed
- Lec'hienn ar gevelliñ
- Keleier kêr
- Lec'hienn bro Gwitreg
- Gweladenniñ Gwitreg
- (br) Gwitreg war lec'hienn Geobreizh
- Lise Bertrand d'Argentré
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ (fr) "Vitrë" hervez ChubEndret — Dictionnaire de noms de lieux en gallo
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- ↑ (fr)Monumant ar re - Memorial Genweb
- ↑ (fr)R.-G. Réau, Les crimes des conseils de guerre, Éditions du Progrès Civique, Pariz, Bro-C'hall, 1925
- ↑ (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Pertes RAF
- ↑ (fr)Luc'hskeudennoù
- ↑ (en)Traces of World War 2 RAF - No. 103 Squadron
- ↑ (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ (fr)R.-G. Réau, Les crimes des conseils de guerre, Éditions du Progrès Civique, Pariz, Bro-C'hall, 1925
- ↑ (fr)Mémoire des hommes