Jakez Riou - Wikipedia
Jakez Riou | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel | Jacques Yves Marie Riou |
Anv pluenn | Jakez Riou Hep ken |
Obererezh | Daneveller, barzh, c'hoarivaour, romantour |
Ganedigezh | 1añ a viz Mae 1899 e Lotei, ![]() |
Marv | 14 a viz Genver 1937 (37 vloaz) e Kastell-Briant, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
Geotenn ar Werc'hez Gorsedd-Digor Nomenoe-oe ! An ti satanazet | |
kemmañ ![]() |
Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Riou (Jacques Yves Marie Riou). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa d'an oad a 37 vloaz d'ar 14 a viz Genver 1937 e Kastell-Briant (Bro-Naoned).
Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da skolaj Hondarribia en Euskadi[1]. Daou grennard all a oa gantañ, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien, a oa bet merzet gant beleien o farrez dre ma oa danvez beleien enno. Skrivagnerien vrezhonek eo deuet da vezañ an tri anezho.
Mont a reas goude, e 1916, da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Miranda de Ebro, proviñs Burgos, e Spagn[1] ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel 1918 ; seizh vloaz e oa chomet pell diouzh e vro.
Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent en Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel).
Embann a reas istorioù ha kontadennoù er c'hazetennoù Buhez Breiz, renet gant Pêr Mokaer. E 1928, a-drugarez d'e vignon Youenn Drezen e krogas gant ar vicher kelaouenner er gelaouenn Le Courrier du Finistère, renet gant ar chaloni René Cardaliaguet. Er memes bloavezh e krogas da genlabourat gant ar gelaouenn Gwalarn, renet gant Roparz Hemon. Anavezet eo dreist-holl evit e zanevelloù, strobet evit ar wech kentañ e 1934 dindan an anv Geotenn ar Werc'hez, hag adembannet meur a wech dibaoe..
Tapet gant an drouk-skevent e varvas e klañvdi Kastell-briant. Bri zo bet roet d'e oberenn gant Youenn Drezen gant ur pennad hir "E Koun Jakez Riou" embannet gant Gwalarn[2].
- Ar Morskouled (danevell) Buhez Breiz 1923
- Ar Manac'h Mogn (danevell) Buhez Breiz 1924
- Lizer an hini Maro (danevell) Le Courrier du Finistère 1924
- Geotenn ar Werc'hez (Danevell) Gwalarn Nn 13 1928
- Ur Barr-Avel (danevell) Gwalarn Nn 14 1928
- Prometheus ereet (danevell) Gwalarn Nn 15 1928 (e koun Jorj Robin)
- An Tousegi (barzhoneg) Gwalarn Nn 15 1928
- Ar Balafenned gwenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 15 1928
- Gorsedd digor (pezh-c'hoari) Gwalarn Nn 16 1928 (skeudennaouet gant Michel Mohrt oadet a 14 vloaz)
- Introibo (barzhoneg) Gwalarn Nn 16 1928
- Yun (danevell) Gwalarn Nn 17 1929
- Mona (danevell) Gwalarn Nn 18 1929
- Balafenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 19 1929
- Gouel ar Sakramant (danevell) Gwalarn Nn 20 1929
- An ti Satanazet (romantig) Le Courrier du Finistère 1930-1931
- Serr-noz (barzhoneg) Gwalarn Nn 29 1931
- Ar Feunteun zu (barzhoneg) Gwalarn Nn 66 1934
- Ar Run-Heol (danevell) Gwalarn Nn 70 1934
- Anna Tregidi (barzhoneg) Gwalarn Nn 70 1934
- Ar goulenn (barzhoneg) Gwalarn Nn 70 1934
- Lan, embanner al ludu (danevell) Gwalarn Nn 110-111 1938
- Arnev (danevell) Gwalarn Nn 110-111 1938
- Tan war c'horre Kemenez (danevell) Gwalarn Nn 132 1941
- Pec'hed marvel Gregor Kogan (danevell) Gwalarn Nn 132 1941
- Nomenoe-Oe ! (pezh-c'hoari), Embannadur Skrid ha skeudenn, Skeudennaouiñ gant Pierre Péron, 1941 (ISBN 2867750458)
- Dogan (pezh-c'hoari) Skrid ha Skeudenn 1943
- Heol (barzhoneg) Al Liamm 1954
- Troiou kamm Alanig al louarn , troidigezh e komz-plaen eus Reineke Fuchs J. W. von Goethe (1794), Le Courrier du Finistère, 1929-1930.
- Torfed ar frer Juniper, troet diwar Herri Ghéon (Henri Vangeon), in Pemp pezh-c'hoari berr (pezh-c'hoari) Skridoù Breizh, 1944[3]
- Lizher an hini marv, Emglev Sant Iltud 1925
- Geotenn ar Werc'hez (danevelloù) Skrid ha Skeudenn 1934
- Troioù-kamm Alanig al Louarn, Gwalarn Nn 89 1936 ha Gwalarn Nn 97 1936, skeudennaouet gant Pêr Peron
- An ti Satanazet, Skridoù Breizh 1944
- Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957
- Nominoe-Oe ! : Brud ha Mouladuriou Emgleo Breiz, 1970 ; Aber, 2010
- Dogan', Aber, 2010
- Gorsedd-Digor, Aber, 2010[4]
- An ti satanazet, An Alarc'h
- Troioù-kamm Alanig al louarn, An Alarc'h, 2011, tresadennoù gant Maël Verot (ISBN 978-2-916835-29-7)
- Anv Jakez Riou a zo bet roet da Skolaj Diwan Kemper.
- Meur a straed zo e Breizh dezho anv Jakez Riou : Brest, Kemper, Douarnenez, ar C'hastell-Nevez, Lotei, Plouzeniel.
- ↑ 1,0 ha1,1 Alan Dipode : Youenn Drezen – Ma zammig buhezig, Al Liamm niv. 317, Du-Kerzu 1999, pp. 24-34.
- ↑ E Koun Jakez Riou, Gwalarn, N°110, Genver 1938
- ↑ Adembannet eo bet Torfed ar Frer Juniper gant Hor Yezh e 1993
- ↑ « Gorsedd-Digor » a oa bet adembannet gant Emgleo Breiz er gelaouenn Brud, niv. 45, diskar-amzer 1973 ; golo gant Pierre Péron, rakger gant Pêr-Jakez Heliaz, skeudennoù gant Mikael Mohrt.