Jan Palach - Wikipedia
Jan Palach
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Czechoslovak Republic, Czechoslovak Socialist Republic, Tchekoslovakia ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Jan Palach ![]() |
Anv-bihan | Jan ![]() |
Anv-familh | Palach ![]() |
Deiziad ganedigezh | 11 Eos 1948 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Londýnská, Všetaty ![]() |
Deiziad ar marv | 19 Gen 1969 ![]() |
Lec'h ar marv | Borůvkovo hospital ![]() |
Doare mervel | emlazh ![]() |
Abeg ar marv | self-immolation ![]() |
Deiziad douarañ pe deviñ | 25 Gen 1969 ![]() |
Lec'h douaridigezh | Olšany Cemetery, Všetaty ![]() |
Breur pe c'hoar | Jiří Palach ![]() |
Yezh vamm | tchekeg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | tchekeg ![]() |
Micher | university student ![]() |
Bet war ar studi e | Faculty of Arts, Charles University in Prague, Gymnázium Jana Palacha ![]() |
Relijion | Evangelical Church of Czech Brethren ![]() |
Ezel eus | Parish Church of the Evangelical Churches of Czech Brethren in Libiš, T.J. Sokol Všetaty, Sokol ![]() |
Prizioù resevet | Order of Tomáš Garrigue Masaryk, 1st class, Čestná medaile T. G. Masaryka ![]() |
Jan Palach (11 Eost 1948 – 19 Genver 1969) a oa ur studier tchek hag en em zistrujas dre an tan e Prag e miz Genver 1969 evit sevel a-enep aloubadeg Tchekoslovakia gant armeoù URSS ha broioù all Emglev Varsovia da-heul Nevez-amzer Prag. C'hwezhañ a reas an tan ennañ e-unan d'ar 16 a viz C'hwevrer war ur blasenn e kreiz kêr ha mervel a reas tri devezh goude, d'an 19 a viz Genver.
Treiñ a reas obidoù Palach en ur vanifestadeg vras a-enep an alouberien rusian. Miz war-lerc'h (d'ar 25 a viz C'hwevrer) en em zistrujas ur studier all, Jan Zajíc, er memes doare hag er memes lec'h. E miz Ebrel er bloavezh-se ivez en em lazhas un den all, Evžen Plocek, e Jihlava.
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/28/Palach-Zajic-memorial.jpg/500px-Palach-Zajic-memorial.jpg)
Douaret e voe Jan Palach e bered Olšany e Prag. Dre ma teue ur bern tud da lakaat bleunioù war e vez, e voe tennet e gorf dioutañ e-pad an noz gant ar polis kuzh (Státní Bezpečnost, "Surentez ar Stad"), e miz Here 1973 ; devet e voe e gorf ha kaset e ludu d'e vamm, e Všetaty. D'ar 25 a viz Here 1990 e voe ul lid bras da zigas ludu Jan Palach d'e vez kentañ, e Prag.