Jimi Hendrix - Wikipedia
Johnny Allen Hendrix | |
![]() | |
Ganet | 27 a viz Du 1942 e Seattle |
---|---|
Marvet | 18 a viz Gwengolo 1970 e Londrez |
Micher(ioù) | oberour-kompozer-kaner |
Benveg(où) | mouezh, gitar |
Bloavezhioù oberiant | 1965-1970 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.jimihendrix.com/ |
kemmañ ![]() |
James Marshall Hendrix (bet ganet dindan anv Johnny Allen Hendrix d'ar 27 a viz Du 1942 hag aet da Anaon d'an 18 a viz Gwengolo 1970) a oa ur gitarour, kaner ha sonaozer stadunanat. Desellet eo gant ul lod vras a 'r sonerion, ar vurutellerion hag e bed ar sonerezh dre vras, evel ar gwellañ gitarour en istor ar rock, hag evel unan eus pouezusañ ha levezonusañ sonerion ag e amzer a-hed un toullad doareoù. Goude ar berzh kentañ en Europa, e tiraezas ar brud e 1967 goude e abadenn er Monterey Pop Festival. Diwezhatoc'h, Hendrix a sennas er mojennek Festival Woodstock a 1969 er Festival Enezenn Wight a 1970. A-fet son, Hendrix a arvere an overdrive war e amplaerioù d'an aliesañ, en ur senniñ kreñv ha skiltr. Skoazellañ a reas da ziorroiñ kalvezerezh ar feedback er sonerezh.
Ganet e Seattle, Washington, Hendrix en devoa kroget gant ar c'hoari gitar d'an oad a 15 vloaz. E 1961, e emzelle en US Army hag e voe gourdonet evel harzlammer er 101st Airborne Division; roet e voe dezhañ un dilez a enor bloaz war-lerc'h. Nebeut amzer goude e fiñve e-kostez Clarksville, Tennessee.