Kambr izel - Wikipedia
Ar Gambr izel eo ar vodadeg kannaded hag he deus galloud lezenniñ pa vez ur gambr all, enni tud dilennet pe dibabet, ar gambr uhel. Pa'z eus div gambr e vez lavaret eo divgambr ar parlamant. N'eo ket sklaer perak e vez komzet eus kambroù izel ha uhel, koulz e saozneg (lower house) hag e meur a yezh all, met n'eo ket un dro-lavar eus an implijetañ nemet e levrioù war ar Gwir bonreizhel hag evit chom hep adlavaret an anvioù ofisiel en un destenn verr.
- 1814-1830 : Kambr ar Gannaded, e mare an Adsavidigezh
- 1830-1848 : Kambr ar Gannaded, e mare Unpenniezh Gouere
- 1852-1870 :Korf lezenniñ, e mare an Eil impalaeriezh gall
- 1875-1940 : Kambr ar Gannaded, e mare an Trede republik gall
- 1946-1958 : Bodadeg Vroadel, e mare ar Pevare Republik gall
- Adalek 1958 : Bodadeg Vroadel e mare ar Pempvet Republik gall
- Ti ar C'humunioù (er Rouantelezh Unanet)
- Bundesrat (en Alamagn)
- Dáil Éireann (e Republik Iwerzhon)
- Sejm (e Polonia)
- Lok Sabha (en India)
- Ti ar C'humunioù (en Aostralia)