br.wikipedia.org

Kelorn - Wikipedia

Maouez o tougen ur c'helorn war he fenn

Ur c'helorn, pe ur sailh, pe ur bailh, a zo ur benveg da zougen dour pe laezh peurvuiañ. Graet e veze e koad, pe lêr gwechall, ha hiziv en houarn pe plastik. Un dorn zo da gregiñ ennañ.

Implijet e veze da vont d'ar feunteun da gerc'hat dour, da c'horo ar saout.

Ur c'helorn a rank bezañ skañv a-walc'h da zougen, rak pa vez leun e c'hall bezañ re bonner. Kelornioù zo a veze graet evit bezañ douget gant daou zen pa veze re bonner o c'harg.

Er Grennamzer e veze gwerzhet dour er c'hêrioù gant tud a zouge kelorniadoù.

Implijet e veze kelornioù ivez da staotat ha da gac'hat, pe da ziskargañ enne podoù-kambr.

Maouezed o tougen ur c'helorniad staot pe gaoc'h. 1820, Stockholms stadsmuseum, Sveden. Abalamour da chom hep faotañ warno eo goloet mat ar c'helorn.
  • Plac'h o tougen ur c'helorn. Treset gant Heinrich Zille.

    Plac'h o tougen ur c'helorn. Treset gant Heinrich Zille.

  • Situla roman en arem, eus Alamagn, war-dro an 2vet pe 3vet kantved.

    Situla roman en arem, eus Alamagn, war-dro an 2vet pe 3vet kantved.

  • Kelorn plastik da vont da c'horo.

    Kelorn plastik da vont da c'horo.

  • Kelorn houarn.

    Kelorn houarn.

Wikeriadur

Wikeriadur