Landreger - Wikipedia
Landreger | |
---|---|
![]() Porzh ar gêr gozh. | |
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Tréguier |
Bro istorel | ![]() |
Melestradurezh | |
Departamant | ![]() |
Arondisamant | Lannuon |
Kanton | Landreger |
Kod kumun | 22362 |
Kod post | 22220 |
Maer Amzer gefridi | Gireg Arhant 2014-2026 |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù |
Lec'hienn Web | (fr) ville-treguier.fr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 2 349 ann. (2022)[1] |
Stankter | 1 545 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 48° 47′ 09″ Norzh 3° 13′ 52″ Kornôg / 48.785833333, -3.231111111 |
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 66 m |
Gorread | 1,52 km² |
kemmañ ![]() |
Ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor eo Landreger. Kêr-benn istorel Bro-Dreger ha pennlec'h Kanton Landreger eo.
E kember ar Yeodi hag ar Gindi emañ Landreger. Stêr Landreger a reer eus al lodenn etre ar c'hember ha Mor Breizh.
- Stummoù skrivet
Bernard Tanguy (1992) : Monasterium S. Tutuali Pabut, ~1050 ; S. Pabu-Tual', 1086 ; 'Saint Pabu', dibenn an XIIvet kantved ; Seintpabu, 1230 ; Lantreguer, 1267 ; Lantriguier, 1296 ; Landreguer, 1330 ; Landriguier, 1376 ; Lantreguier, Treguier, 1394 ; Lantreguer, 1441, 1468 ; Ploelantreguer, 1437, 1486 ; Ploelantreguier, 1543 ; Ploulan-Treguier, 1663.
- Breutadenn diwar orin an anv
- Benjamin Jollivet (1859) : Traoun-Trecor, trefoedadur diwar 'Traoan tri cornu, traon an tri c'horn. Gwelet e vez, a-dal da Landreger, tri spes beg-douar o klotañ gant teir digoridigezh e stumm kornioù, war-zu kêr. Kement e talv anvioù-a-vremañ Lantreguer (lan tre guer) ha Tréguier[2].
- Bernard Tanguy (1992) ː Vallis Trecor e vefe troidigezh an anv latin Nant Trecor[3].
- Embanndurioù Flohic (1998) ː tri guer, rak an teir stêr a gember eno : ar Yeodi, ar Gindi hag aber stêr Landreger[4].
- Hervé Abalain (2000) ː Tricorio, tri pe trivet strollad (ar bobl, an arme)[5].
- Diwar traezh gwir, un touell tennet eus Saint-Yves de Vérité.
- Tostaet e vez ivez an anv "Treger" ouzh Pagus Tricurius, ur vro en-dro da Dintagel e Kernev-Veur[6].
- E Landreger e voe embannet e voe ar geriadur Catholicon e 1499. Geriadur latin, gallek ha brezhonek kentañ er bed eo. Peurskrivet e oa bet e 1464 gant Jehan Lagadeuc.
- 1649 : ur c’hloerdi a voe krouet e Landreger gant Balthazar Grangier, eskob Treger ha chaloni an iliz-veur, Michel Thépault. Etre 1654 ha 1678 e voe savet ar savadurioù.
- 1790 : Eskopti Treger ac'h eas da get peogwir e tivizas al Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien ne vije nemet un eskopti e pep departamant. Bloaz goude e teuas savadurioù ar c'hloerdi da vezañ kazarn ar boliserien hag un toull-bac’h evit ar seurezed o doa nac’het ober an douadenn ha sentiñ ouzh ar Vonreizh, -araok bezañ gwerzhet e 1799 evel madoù broadel.
- 1794 : drastet e voe savadurioù relijiel Landreger ha bez Erwan Helouri gant batailhon Étampes, ur strollad soudarded an Dispac'h Gall.
- Mervel a reas 96 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 3,23 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8]; mervel a reas daou anezhe e Belgiae penn- kentañ ar brezel : d’an 21 a viz Eost 1914, e Tamines e voe lazhet ul letanant eus an 71vet Rujumant Troadegiezh[9] hag e Maissinez eas diwar wel ur soudard eus an 19vet Rujumant Troadegiezh[10]; d’an 22 a viz Ebrel 1915 e voe lazhet ur serjant eus an 71vet Rujumant Troadegiezh e Boezinge e Flandrez Belgia[11].
- Ul laeradenn a voe en ti-post, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 20 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[12].
- Mervel a reas 44 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
- Lazhet e voe un is-letanant eus ar gumun d’an 8 a viz Here 1949 en Haiphong en Tonkin er Viêtnam[13].
- Mervel a reas daou vilour.
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0a/France_Cotes_d_Armor_Treguier_02.jpg/220px-France_Cotes_d_Armor_Treguier_02.jpg)
- Diavaez
- Tour an Diaoul
Tour iliz-veur Sant Tugdual zo palaret meur a wezh. Ne voe ket aes e adsavadur. Adsavadur an tour diwezhañ ne oa echuet nemet e 1785. Adsavet e oa bet gant maen dantelezhet ha pevar sin c'hoari kartoù : pikez, keur, karo ha treflez en enor da Loeiz XVI en doa arc'hantouet anezhañ gant taosoù merzhet dre lotirioù. Gwalleurioù an tour-mañ o doa krouet ur vojenn dastumet gant Anatol ar Braz ; ar veleien, bezivet dre fontadeg retolz, o deus sinet ur pakt gant an diaoul. En eskemm eneoù ar re aet da anaon bep Sul etre oferenn ha gousperoù, e-pad ur bloavezh, e troe kein an diaoul d'e strobinell. Met ar person oc'h oferenniñ en doa gallet touellañ an diaoul o chadennañ gousperoù goude un oferenn.
-
Tresadenn gant Robida
-
Iliz-veur. Kartenn-bost, fin an XIXvet kantved
-
An iliz-veur
- Diabarzh
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/56/Pardon_Landreger_-_21.05.2023.jpg/220px-Pardon_Landreger_-_21.05.2023.jpg)
-
Nev an iliz-veur
-
Delwenn sant Tual en iliz-veur
-
Delwenn sant Erwan en iliz-veur
-
Bez sant Erwan en iliz-veur
-
Bez sant Erwan. Bleuñv. 19.05.2002
-
Delwenn en e c'hourvez an dug Yann V
-
Poltredoù an eskibien
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/58/Tr%C3%A9guier._Le_Petit_Journal._27-09-1903.jpg/220px-Tr%C3%A9guier._Le_Petit_Journal._27-09-1903.jpg)
-
Monumant Ernest Renan. Kartenn-bost Levy-Neurdein
-
Renan kozh, gant e wreg
-
Kein ar monumant da Ernest Renan
-
Talbenn monumant Ernest Renan hag an doueez Athena, mestrez war ar skiant.
-
Ernest Renan en e soñj
-
Kalvar an Enebadur e traoñ plas-kêr. Tresadenn pluenn
-
Kalvar an Enebadur, war lez ar Yeodi. 1907
-
Kalvar an Enebadur. Kartenn-bost. Hamonic
-
2020
-
Enskrivadur latin-brezhoneg (yezh Treger)-galleg.
Enskrivadur e brezhoneg yezh Treger ː "EN GWIRIONEZ AN DEN ZE E OA MAB DOUE"
- Monumant ar re varv e-tal ar maerdi, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[14].
- Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz-veur, luc’hskeudenn[15].
- Steven-Jozef-Mari Cillart a Gernevez, bet ganet e Landreger an 12t Here [:Restr:///C:/Mes sites Web/1021 webmaster/almanach18/1755.htm 1755] ; divroet ; en eus kemeret perzh e dilestradeg c'hwitet ar roueelerien e Kiberen e 1795, evel eil-letanant e du Dresnay. Bet tapet, eo bet kondaonet e Gwened ar 16 thermidor AN III / lun 3t Eost 1795, da heul e vreur.
- Amand-Mazhe-Mari Cillart a Gernevez, skoliad ar vorlu ; bet ganet e Landreger ar 26t Gwengolo 1766 ; divroet ; en eus kemeret perzh e dilestradeg c'hwitet ar roueelerien e Kiberen e 1795, evel eil-letanant e du Dresnay. Bet tapet, eo bet kondaonet e Gwened ar 16 thermidor AN III / lun 3t Eost 1795, da heul e vreur.
- Ernest Renan, skrivagner ha prederour gall, 28 a viz C'hwevrer 1823.
- Henri Pollès, skrivagner gallek, romantour, barzh ha saver arnodskridoù, 13 a viz Gouere 1909.
- Erwan Kervella, treser ha skrivagner, 15 a viz Eost 1949.
- Herve Bihan, daneveller, kelenner brezhoneg e Skol-veur Breizh-Uhel ha rener ar gelaouenn Hor Yezh, 14 a viz Gouere 1956.
- 1794 : Ursule Thierrier, dibennet dre m'he devoa sikouret kuzhat beleien.
- 1804 : Jacques Le Brigant, brizhkeltiegour, d'an 3 a viz C'hwevrer.
- 1852 : Alain Durand, barzh brezhonek.
- 1888 ː Eugène-Ange-Marie Bouché, eskob Sant-Brieg ha Landreger.
- 1984 : Paol ar Flemm, sonaozer breton, 31 a viz Gouere.
- Anatol ar Braz, skrivagner.
![]() |
|
Niver a annezidi
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[17].
- Ur skol zivyezhek (Itron-Varia) a zo eno abaoe 1997.
- E distro-skol 2024 e oa 23 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (8,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[18].
- (fr)Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne, 1780
- (fr)Louis Mahé : Monsieur Saint Yves. Armand Prud'homm embanner. Sant Brieg. 1949
- (fr)A. Marteville & P. Varin : kendalc'herien ha reizherien Ogée. Molliex, Libraire-Editeur, rue royale, Rennes, 1843. Adembannet gant Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- (fr)Adolphe Guillou : Essai historique sur Tréguier par un Trécorrois'. Moulerezh Francisque Guyon, Sant-Brieg 1913. Adembannet Laffitte Reprints. Marseille. 1979
- (en)Ordnance Survey : Map of Britain in the Dark Ages'. Southampton. 1966
- (fr)Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
- (fr)Bernard TANGUY : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. ArMen-Chasse-Marée. 1992.
- (fr)Jean Balcou : Renan de Tréguier. Christian Pirot Embanner. 1999
- (fr) "ville-treguier.fr", lec'hienn ofisiel an ti-kêr.
- (br) Landreger war lec'hienn Geobreizh
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Benjamin Jollivet (1859) : Les Côtes-du-Nord.
- ↑ (fr)Bernard Tanguy, 1992 ; Jean Huchet (2007).
- ↑ (fr)Embannadurioù Flohic (1998).
- ↑ (fr)Bernard Tanguy (1992) ; Hervé Abalain (2000).
- ↑ (fr)Bernard Tanguy (1992).
- ↑ D'Hozier, 1696 ; kemmet e 1809 ; karget gant skoedoù Breizh ha Frañs e 1885.
- ↑ 8,0 ha8,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, p. 199, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011.
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Aotrounez Kerthomas e Lannolon ; Kervegan ?
- ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ (br)Ofis Publik ar Brezhoneg