Lannuon-Treger Kumuniezh - Wikipedia
Lannuon-Treger Kumuniezh | |
---|---|
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Lannion-Trégor Communauté |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Rannvro Breizh |
Departamant(où) | Aodoù-an-Arvor |
Furm | kumuniezh tolpad-kêrioù |
Sez | Lannuon |
Deiziad krouidigezh | 1 Gen 2017 |
Kod RAKEM | 200065928 |
Prezidant Amzer gefridi |
Joël Le Jeune 2020-2026 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 99 607 ann. (2017)[1] |
Stankter | 110 ann./km² |
Douaroniezh | |
Niver kumunioù | 57 |
Gorread | 904,36 km² |
Lec'hiadur en departamant | |
![]() | |
Lec'hienn web | http://www.lannion-tregor.com |
kemmañ ![]() |
Lannuon-Treger Kumuniezh[2] (Lannion-Trégor Communauté e galleg) a zo anezhi ur gumuniezh tolpad-kêrioù savet d'ar 1añ a viz Genver 2013 etre kumunioù eus Frañs, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh.
Krouet eo bet e 2013[3], ha lakaet e pleustr d'ar 1añ a viz Genver 2014. Er gumuniezh-se emañ ar c'humunioù a oa e Tolpad-kêrioù Lannuon-Treger, reoù Kumuniezh kumunioù Beg ar C'hra, ha kumun Perroz-Gireg na oa e kumuniezh ebet.
D'ar 1añ a viz Genver 2015 eo bet ebarzhet Kumuniezh kumunioù Kreiz Treger.
D'ar 1añ a viz Genver 2017 eo bet ebarzhet Kumuniezh kumunioù Treger-Uhel ha Kumuniezh kumunioù Gourenez Lezardrev.
57 kumun a ya d'ober an etrekumuniezh:
- Berc'hed
- ar C'houerc'had
- Kamlez
- Kaouenneg-Lanvezeeg
- Kawan
- Kemperven
- Kerborzh
- Kervaria-Sular
- Koadaskorn
- Koatreven
- Landreger
- Langoad
- Lannuon
- Lanvaeleg
- Lanvaodez
- Lanvilin
- Lezardrev
- Logivi-Plougraz
- Lokmikael-an-Traezh
- Louaneg
- Mantallod
- Perroz-Gireg
- Perwenan
- Planiel
- Pleuveur-Bodoù
- Pleuveur-Gaoter
- Pleuvihan
- Plistin
- Plouared
- Ploubêr
- Plougouskant
- Plougraz
- Plouilio
- Ploulec'h
- Plounerin
- Plounevez-Moedeg
- Plouzelambr
- Plufur
- Plûned
- Prad
- Priel
- Roc'h-ar-Yeodi
- Rospezh
- Sant-Ke-Perroz
- Tonkedeg
- Trebeurden
- Tredarzeg
- Tredraezh-Lokemo
- Treduder
- Tregastell
- Tregrom
- Trelêvern
- Tremael
- an Trevoù
- Trezeni
- Trogeri
- ar Vinic'hi
- Joël Le Jeune, maer Tredraezh-Lokemo, abaoe miz Genver 2014, addilennet goude mouezhiadegoù miz Ebrel 2014, ha dilennet en-dro e miz Genver 2015 ha 2017 pa voe adaozet ar burev da heul donedigezh ar c'humunioù nevez.
- Votet e oa bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Tolpad Keriou Lannuon Treger.
- Roet e oa bet d'an Tolpad Keriou Lannuon Treger al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- Roet e oa bet d'an Tolpad Keriou Lannuon Treger al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 766 skoliad (11,3 % eus skolidi an tolpad-kêrioù evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Anvadur brezhonek ofisiel a gaver war al logo hag al lec'hienn
- ↑ Diferad prefed eus an 13 a viz Mae 2013.
- ↑ Ofis Publik Ar Breahoneg