Let It Be (albom) - Wikipedia
Let It Be (albom) | |||||
Albom gant The Beatles | |||||
Golo | |||||
Bro | ![]() | ||||
---|---|---|---|---|---|
Embannadur | 8 a viz Mae 1970 | ||||
Enrolladur | C'hwevrer 1968 - Genver 1969 - Genver hag Ebrel 1970 Studioioù Abbey Road, Apple Corps, Londrez | ||||
Pad | 35:10 | ||||
Produer | Phil Spector | ||||
Label | Apple Records | ||||
Albomoù The Beatles | |||||
|
|
||||
kemmañ ![]() |
Daouzekvet ha diwezhañ albom ar Beatles eo Let It Be, embannet d'ar 8 a viz Mae 1970 er Rouantelezh-Unanet, hogozik ur miz goude ma oa bet embannet e oa dispartiet ar strollad. Embannet e oa bet asambles gant un teulfilm anvet heñvel.
Komañset e oa bet ar pleustradennoù e miz Genver 1969 e studioioù Twickenham evit sevel un abadenn skinwel e-lec'h ma vije graet ur sonadeg gant ar strollad dirak arvesterien. Savet e oa bet ar raktres gant Paul McCartney evit reiñ lusk d'ar strollad en ur zistreiñ d'ur rock 'n' roll eeunoc'h. Ar prantad-se, filmet, a oa tremenet fall betek ma oa aet George Harrison kuit, aet skuizh gant emzalc'h ar re all. Cheñchet e oa bet lec'h da c'houde evit mont da Apple Corps e-lec'h m'o doa savet o studio en ur bediñ ar c'halvierour Billy Preston. Echuet e oa ar raktres gant ur sonadeg war toenn Apple Corps d'an 30 a viz Genver 1969. Teir fistenn eus an albom a oa bet enrollet er sonadeg-se.
Embannet eo bet ar singloù Get Back ha Don't Let Me Down e miz Ebrel 1969 a-raok ma voe kinniget gant an ijinour Glynn Johns frouezh e labour diwar ar c'hanaouennoù enrollet evit un albom anvet Get Back d'ar mare-se - ul labour nac'het gant ar strollad. Chomet eo ar raktres kuzhet tra ma oa ar strollad oc'h enrollañ Abbey Road. E 1970, mizioù goude ma oa aet kuit John Lennon eus ar strollad, e oa bet peur-enrollet gant ar peurrest eus ar strollad ar c'hanaouennoù Let It Be hag I Me Mine. An hini kentañ a oa bet embannet evel single e miz Meurzh 1970. An holl ganaouennoù a oa bet produet gant George Martin, evel holl albomoù ar strollad betek-henn.
E memes koulz ma oa distroet raktres an teulfilm evit ar sinema, anvet Let It Be e oa bet kaset gant Lennon hag Harrison an albom d'ar produer amerikan Phil Spector da aozañ an albom a vije da embann asambles gant ar film. Spector en doa choazet kemer un añrejistramant eus 1968 eus Accros the Universe ha lakaat kerdin ha lazioù-kanañ war peder c'hanaouenn all. Feuket e oa bet McCartney gant disoc'h al labour-se, dreist-holl gant ar choazet bet graet evit The Long and Winding Road, ar pezh en doa bountet anezhañ da embann e oa echu gant The Beatles. E 2003 e oa bet embannet Let It Be... Naked, un adembannadur eus an albom, adwelet gant McCartney, o cheñch urzh ar pistennoù hag tennañ lod eus labour Spector. E 2021 e oa bet embannet un albom astennet gant prantadoù tennet eus añrejistramantoù Get Back da lidañ 50vet deiz-ha-bloaz Let It Be, asambles gant teulfilm Peter Jackson The Beatles: Get Back, savet diwar enrolladennoù an teulfilm kentañ.
E penn ar rolloù eo bet an albom e meur a vro, daoust ma ne oa ket ken damantus ar burutelladennoù. Unan eus an albomoù en deus savet ar muiañ a zisput en istor a rock an hini eo.
Holl ganaouennoù savet gant Lennon/McCartney, war-bouez ar re ma'z eo merket anv unan all.
- The Beatles
- John Lennon : gitar tredan, gitar akoustik, c'hwitellat, kan
- Paul McCartney : gitar boud, gitar akoustik, piano akoustik ha tredan, orglez Hammond, taboulinoù, kan
- George Harrison : gitar tredan, gitar akoustik, gitar-boud, tambura, kan
- Ringo Starr : toumperezh, timbaloù, benveg-tosiñ.
- Sonerien ouzhpenn
- George Martin : produiñ, meskañ, orglez Hammond, sonaozañ kerdin ha kouevr.
- Billy Preston : piano tredan, orglez Hammond
- Richard Anthony Hewson : sonaozañ kerdin ha kouevr.
- John Barham : sonaozañ laz-kanañ
- Linda McCartney : mouezh
- Produiñ
- Glyn Johns : ijinour-son, meskañ
- Alan Parsons : skoazeller ijinour
- George Martin : produer, meskaj orin (hep bezañ lakaet war e gont)
- Phil Spector : ar produiñ lakaet war e font (labour echuiñ), meskaj diwezhañ
The Beatles | |
---|---|
John Lennon · Paul McCartney · George Harrison · Ringo Starr Stuart Sutcliffe · Pete Best · Chas Newby · Norman Chapman · Tommy Moore | |
Istor | |
Troadioù ha sonadegoù | Troiad Johnny Gentle e 1960 · Troiad goañv gant Helen Shapiro e 1963 · Troiad Roy Orbison e1963 · Abadennoù The Ed Sullivan Show · Troiad-bed 1964 · Troiad en Amerika an Norzh e 1964 · Troiad Europa 1965 · Troiad SUA e 1965 · Troiad R-U 1965 · Troiad 1966 en Alamagn, Japan ha Filipinez · Troiad SUA e 1966 · Abadenn Our World · Sonadeg war an doenn |
Koskor | |
Embregerezhioù | |
Lec'hioù | |
Albomoù | |
Evit mont pelloc'h | |
Rummad |