Louarn - Wikipedia
| |
---|---|
![]() Alanig al louarn | |
Rummatadur filogenetek | |
Riezad : | Animalia |
Skourrad : | Chordata |
Kevrennad : | Mammalia |
Urzhad : | Carnivora |
Kerentiad : | Canidae |
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Al louarn zo ur bronneg kigdebrer damhañval ouzh ur c'hi a vev war ar maez, hag a-wechoù bremañ e kêr.
Bevañ a ra diwar loened bihan evel logod pe konifled, ha yer pa c'hall.
Al louarn rous eo ar spesad a vev e Breizh.
Al lern gwir eo ar spesadoù rummataet er genad Vulpes.
Ouzhpenn d'ar re-se ez eus kieged all a vez graet lern anezho :
- louarn an Inizi (Urocyon littoralis)
- al louarn gris (Urocyon cinereoargenteus)
- al louarn skouarn verr (Atelocynus microtis)
- al louarn debrer-kranked (Cerdocyon thous)
- al louarn skouarnek (Otocyon megalotis)
- lern ar genad Pseudalopex
...
- Lern eo liester louarn.
- Alan, pe Alanig (aliesoc'h), eo an anv a vez graet anezhañ ivez.
- Anv zo eus al louarn e fablennoù Ezop, andon awen Jean de La Fontaine evit e fablennoù er XVIIvet kantved
- Gwelet eo al loen evel un den er Roman de Renart, romant gall ar Grennamzer
- E gavout a reer e Pinocchio, romant Carlo Collodi
- E-barzh Ar Priñs Bihan, gant Antoine de Saint-Exupéry, e kelenn ul louarn d'an haroz talvoudegezh wir an traoù, ha da gentañ ar mignoniaj.
- « Zorro » ("louarn" e kastilhaneg) a vez graet eus ur justisour masklet e Kalifornia an XIXvet kantved, kent an aloubadeg stadunanat, hervez ur romant ha filmoù brudet.
- Bezañ fin evel ul louarn.
- Bezañ finoc'h eget kaoc'h-louarn : bezañ eus ar re finañ.
- Bezañ mezhek (pinous, toutek) evel ul louarn tapet (louzet) gant ur yar.
- Ober skol-louarn. Mont d’ar skol gant al louarn. C’hoari troig al louarn : mont da c'hoari pe da bourmen e-lec'h mont d'ar skol.
- Mont e-barzh genoù al louarn : en em deurel el lousañ kudenn.
- Mont eus ti al louarn da di ar bleiz : bezañ en ur gudenn lousoc'h c'hoazh.
- C’hoari lostig al louarn : c'hoari kerzhout an eil a-drek egile, krog an eil e divskoaz pe e chupenn egile, evel pa vije e lost ul louarn.
- Mont gant al louarn : bezañ debret gantañ, pa gomzer eus yar pe gilhog.
- Pentañ lern (d'an dud) : kontañ gevier bras.
- Da louarn kousket ne zeu tamm boued.
- Daou louarn kamm a zo trec’h da unan eeun (pe a ra bec'h da unan eeun).
- Evit pakañ louarn pe gad Eo ret sevel mintin mat.
- al louarn-mor zo ur pesk kar d'ar rinkin
- Lost-louarn : anv meur a blantenn disheñvel