br.wikipedia.org

Luigi - Wikipedia

Luigi zo un anv-badez italianek, kevatal d'an anv-badez brezhonek Loeiz. Un anv boutin eo en Italia: e 1982 e oa 875.000 Italian en anv-se.

Dont a ra eus an anv Clodovicus, latinekadur an anv frankek Hlodowig, eus hlod, "klod" ha wig, " kann ". Eus Clodovicus ivez e teu an anvioù Clodoveo, Ludovico hag Aloisio.

En Italia e vez lidet d'an 21 a viz Mezheven da enoriñ San Luigi Gonzaga.

Luigi Orione
Luigi Gonzaga
Luigi Vanvitelli
Luigi Boccherini
Luigi Galvani
Luigi Ganna
Luigi Del Neri
Luigi Amedeo di Savoia, Dug an Abruzzi
  • Luigi , anv ar pezh aour gall a zo ul loeiz e brezhoneg.