br.wikipedia.org

MG42 - Wikipedia

Maschinengewehr 42
Skeudenn ar pennad MG42

Ur vindrailherez Maschinengewehr 42

Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Doare Mindrailherez
Munisionoù 7,92 × 57 mm Mauser
Produerien Großfuß AG
Mauser Werke AG
Wilhelm Gustloff Stiftung
Steyr-Daimler-Puch
MAGET (Maschinenbau und Gerätebau GmbH, Berlin-Tegel)
Mare produiñ 1942-1945
Niver produet 423.600
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 11,6 kg
Hirder 1.220 mm
Hirder ar c'hanol 530 mm
Perzhioù all
Tizh o vont e-maez 740 m/s
Lusk-tennañ teorikel 1200 tenn/mn
Lusk-tennañ pleustrek 153 tenn/mn
Endalc'h Gouriz 50 pe 250 kartouchenn pe karger ront 50 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Maschinengewehr 42 anvet ivez gant he berradur MG42 ("M" evit Maschinen ha "G" evit Gewehr, da lavaret eo mindrailherez) a zo ur vindrailherez kambret e 7,92 × 57 mm Mauser hag ijinet gant Werner Gruner. Mindrailherez pennañ ar Wehrmacht e voe e eil hanter an Eil Brezel-bed.

E deroù an Eil Brezel-bed e veze implijet mindrailherezioù MG34 gant soudarded an Trede Reich dreist-holl. Ker e oa da broduiñ ha kalz danvez a oa ezhomm evit en ober. Adalek 1942 e voe produet an MG42 dre goagañ. Marc'hadmatoc'h e oa. Uhel-kenañ e oa he lusk-tennañ (war-dro 1.200 tenn/mn hervez an doare kartouchennoù implijet). He zrouz ispisial a oa aezet da anavezout war an tachennoù-emgann. Ne gemeras ket plas an MG34 penn-da-benn : chom a reas a-sav he froduiñ e 1945, met aweniñ a reas kalz mindrailherezioù produet goude ar brezel[1].

  • Emgann Monte Cassino : ul lec'h difenn alaman gant un MG42 (1944)

    Emgann Monte Cassino : ul lec'h difenn alaman gant un MG42 (1944)

  • E Caen (1944) : ur soudard eus ar Waffen-SS gantañ un MG42, lakaet da vezañ un arm evit an emgannioù straed.

    E Caen (1944) : ur soudard eus ar Waffen-SS gantañ un MG42, lakaet da vezañ un arm evit an emgannioù straed.

  • Soudarded ar Wehrmacht gant un MG42 (Italia, miz Genver 1945)

    Soudarded ar Wehrmacht gant un MG42 (Italia, miz Genver 1945)

  • Soudarded vreizhveurat oc'h implijout un MG42 tapet digant an Alamaned (Tunizia, miz Ebrel 1943)

    Soudarded vreizhveurat oc'h implijout un MG42 tapet digant an Alamaned (Tunizia, miz Ebrel 1943)

  • Izili ar Volkssturm o teskiñ penaos implijout un MG42 (miz Du 1944)

    Izili ar Volkssturm o teskiñ penaos implijout un MG42 (miz Du 1944)

  • Da vare emgann Normandi, soudarded harzlammerien (Fallschirmjäger) gant un MG42

    Da vare emgann Normandi, soudarded harzlammerien (Fallschirmjäger) gant un MG42

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 256