Makak rhesus - Wikipedia
| |
---|---|
![]() Ur makak rhesus, luc'hskeudennet
| |
Rummatadur filogenetek | |
Riezad : | Animalia |
Skourrad : | Chordata |
Kevrennad : | Mammalia |
Urzhad : | Primates |
Kerentiad : | Cercopithecidae |
Genad : | Macaca |
Anv skiantel | |
Macaca mulatta (Zimmermann, 1780) | |
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ar makak rhesus(Daveoù a vank)[1] a zo ur makak, Macaca mulatta an anv skiantel anezhañ.
An naturour gall Jean Baptiste Audebert (1759-1800) an hini eo a anvas ar marmouz-se Macaca rhesus e 1798.
Anavezet eo al loen dre ma voe roet e anv d'ar reiziad rezuz e 1940, da-heul labourioù ar bevoniour ha mezeg aostrian Karl Landsteiner (1868-1943) hag ar bevoniour stadunanat Alexander Solomon Wiener (1907-1976), oc'h ober d'an treuzskuilhadurioù gwad bezañ suroc'h-surañ.
E-doug ar bloavezhioù 1950-60 e vannas an NASA fuzeennoù-arnodiñ en egor, makaked rhesus en o bourzh.


Al loen a gaver ar c'hwec'h isspesad anezhañ :
- Macaca mulatta brevicauda,
- Macaca mulatta lasiota,
- Macaca mulatta mulatta,
- Macaca mulatta sanctijohannis,
- Macaca mulatta vestita,
- Macaca mulatta villosa
en Azia ar C'hreiz, ar Gevred hag ar Su.
- ↑ Rezuz hervez Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), Éditions Palantines, 2012, pajenn 1188b.