Maria Salviati - Wikipedia

Maria Salviati (Firenze, 1499 – Villa di Castello, 1543) a oa pried Giovanni de' Medici pe Giovanni dalle Bande Nere ha mamm da Cosimo Iañ de' Medici.
Merc'h e oa da Lucrezia de' Medici ha Jacopo Salviati, ha dre-se e oa pempet c'hoar Francesca Salviati hag ar gardinaled Giovanni ha Bernardo Salviati.
Dimezet e oa d'ar 15 a viz Du 1516. Ganti e voe adunanet daou skourr an tiegezh Medici: hini he fried, ar Popolani, hag an hini pennañ, anvet ivez hini Cafaggiolo, a oa hini he mamm Lucrezia, merc'h da Lorenzo il Magnifico.
Maria Salviati ![]() |
Mab: Cosimo Iañ de' Medici |
Mab-bihan: Francesco Iañ de' Medici |
Gourverc'h: Maria de' Medici ![]() Rouanez Bro-C'hall |
Gourverc'h-vihan: Henriette Marie de France ![]() Rouanez Bro-Saoz |
Gourverc'h-vihan: Henriette d'Angleterre ![]() Dugez Orleañs |