Meud - Wikipedia
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ee/Thumbup.jpg/200px-Thumbup.jpg)
Ar meud, pe biz-meud, lesanvet morzhol al laou, eo ar biz berrañ ha tevañ. N'eus nemet daou oeñs dezhañ. Ar biz nemetañ eo a c'hall dont dirak ar bizied all da stardañ un dra bennak etrezo.
Meud-troad a vez laret eus biz tevañ an troad.
- Ur meudad eo pezh a gemerer gant ur meud.
- Ur meudad zo ivez poan er meud.
- Meudata un danvez a vez graet da c'houzout pegen talvoudus eo .
- Ur meutad (ha n'eo ket ur meudad) a zo un unanenn hed a wechall, hag a dalv kement ha 2,5 cm.
- Meudig, ur gontadenn-bobl, adskrivet gant Charles Perrault e-barzh Les Contes de ma Mère l'Oye .
- Un den meudek a zo amparfal, diampart.
- Meudeg, un anv-tiegezh brezhonek.
- C'hoari biz-meud a vez lavaret eus sevel ar biz-meud d'ober sin d'ar vleinerien da chom a sav evit kaout sav diganto.
- Debriñ un dra bennak dindan e veud a zo debriñ un dra bennak war un tamm bara, dalc'het gant ar meud, da lavarout eo debriñ buan, hep koazezañ, hep ober ur gwir bred ouzh taol.
- Kouezhañ e veud en e zorn a zo bezañ disouezhet pe dipitet.
- Un tamm kig dindan e veud A lak an den en e vleud.
- Geriadur an Here
- Pa nijo ar moc'h. Dastumad krennlavaroù. Embannadurioù Sav-Heol.