Noal-Pondi - Wikipedia
Noal-Pondi | |
---|---|
![]() Porched iliz katolik Santez Nolwenn. | |
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Noyal-Pontivy |
Bro istorel | Bro-Gwened |
Melestradurezh | |
Departamant | Mor-Bihan |
Arondisamant | Pondi |
Kanton | Pondi |
Kod kumun | 56151 |
Kod post | 56920 |
Maer Amzer gefridi | Marc Kerrien 2014-2020 |
Etrekumuniezh | Pondi Kumuniezh |
Bro velestradurel | Bro Pondi |
Lec'hienn Web | www.noyal-pontivy.fr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 3 605 ann. (2022)[1] |
Stankter | 67 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 48° 04′ 03″ Norzh 2° 52′ 51″ Kornôg / 48.0675, -2.88083333333 |
Uhelderioù | kreiz-kêr : 120 m bihanañ 54 m — brasañ 162 m |
Gorread | 53,45 km² |
kemmañ ![]() |
Noal-Pondivi, anvet Gwennoal ivez[2] a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pondivi e departamant ar Mor-Bihan.
- Erwan Vallerie ː Nuial, 1082; Noal, 1204; Noyal, 1219; Noal, 1219; Noiaal, 1221; Noial, 1235; Noyal, 1249; Noeal, 1251; Noal, 1255; Noeal, Noyal, 1264; Noial, 1270; Noual, 1274; Noeal, 1278; Noial, 1336; Noeal, 1368; Noualguen, Noial, 1373; Noualguenac, 1371; Noyalguen, 1387; Noyeal, 1433; Noyal Pontivi,1453; Noial Pontevey, 1554.
- Gwennole ar Menn : Noyal-Guen, 1373-1387 ; Sainte-Noyale, 1478[3].
- Gerdarzh
"Douar nevez-difraostet", diwar nouio "nevez" ha ialon "frankizenn". (Daveoù a vank)
- Bonedoù Ruz: un digoll ag 8 800 lur a voe paeet gant ar barrez d'an Aotrou de la Pierre ha da tud all eus Pondivi goude an distrujoù bet graet e kêr e-pad an emsavadeg[4].
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790; gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Noal-Pondi da bennlec'h ur c'hanton, hini Noal-Pondi, gant teir c'humun ennañ: Kroeshañveg, Noal-Pondi ha Sant-Goneri; e Bann Pondi e oa. Dilamet e voe kanton Noal-Pondi e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe Noal-Pondi e kanton Pondi bet miret ha brasaet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Noal-Pondi en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[5],[6].
- Krouet e voe kumunioù Gweltaz, Kerforn, Sant-Jelan ha Sant-Turiav d'ar 5 a viz Eost 1839 diwar lodennoù eus kumun Noal-Pondi[7].
- 138 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,92 % eus he foblañs e 1911[8].
- Daou zen eus ar Rezistañs a voe serret e miz Mae 1944 gant an Alamaned; fuzuilhet e voent e gwikadell Porzh-Loeiz goude bout bet boureviet e Logunec'h[9]; adkavet e voe o c'horfoù d'an 23 a viz Mae 1945[10].
- Mervel a reas 27 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
- D'ar 16 a viz Even 1944 e voe tapet 10 000 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[11].
Brezelioù didrevadenniñ
- Ur gwaz a varvas e Brezel Indez-Sina hag unan all e Brezel Aljeria[8].
- Iliz katolik Santez Nolwenn.
- Monumant ar re varv.
Niver a annezidi

- D’an 19 a viz Gwengolo 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Klasoù divyezhek kentañ (skol prevez) zo bet digoret e 2009.
- E distro-skol 2015 e oa 27 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (7,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12].
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[13].
- Frañsez-Mari Kadig, beleg, dastumer kanaouennoù ha kontadennoù Bro-Gwened, 29 a viz Gwengolo 1864.
Joseph Cadic, maer ar gumun ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed (5 a viz Gwengolo 1886-7 a viz Mae 1971)[14].
![]() |
Alleno Aotrounez Lindreuc En argant e deir joskenn en sabel diframmet en gul |
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Le Menn, op. cit, p. 59.
- ↑ Gwennole Le Menn : Grand choix de prénoms bretons, Coop Breizh, 1990, pp. 59-60 (ISBN 978-2-909924-01-4)
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières , Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 159 ha 160
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 82, 243 ha 347
- ↑ Cassini - EHESS - Neulieg - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 14, 117, 152, 344 ha 363
- ↑ 8,0 8,1 ha8,2 memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennnoù 60-61
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 244
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993