Nouri al-Maliki - Wikipedia
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c6/Nouri_al-Maliki_2011-04-07.jpg/220px-Nouri_al-Maliki_2011-04-07.jpg)
Nouri Kamil Mohammed Hasan al-Maliki (arabeg : نوري كامل المالكي) lesanvet Jawad al-Maliki ganet d'an 20 a viz Even 1950 e Abou Gharaq, zo ur politkour irakian ezel eus ar strollad chiit Dawa. Kentañ maodiern Irak e voe etre 2006 ha 2014, ha besprezidant etre 2014 ha 2015.
Choazet e oa bet Nouri al-Maliki evel kentañ maodiern Irak goude ur marc'hata daonet etre ar CIA amerikan hag Iran dreist-holl nerzhioù ispisial Al-Qods hep kemer e kont c'hoantoù ar Gurded na c'hoantoù ar pennoù bras Chiit.