Oliver Kahn - Wikipedia

Oliver Rolf Kahn, bet ganet d'ar 15 a viz Mezheven 1969 e Karlsruhe (Alamagn), a zo bet ur melldroader etrebroadel alaman.
Diwaller-pal e bost dezhañ n'en devoa c'hoariet nemet evit daou gleub a-hed e vicher : Karlsruher SC ha FC Bayern München.
Kemeret en devoa perzh e pevar dalc'h :
- Kib vell-droad ar bed 1994 bet aozet e Stadoù-Unanet Amerika,
- Kib vell-droad ar bed 1998 bet aozet e Bro-C'hall,
- Kib vell-droad ar bed 2002 bet aozet e Japan hag e Republik Korea ma tapas ar Vell aour (gwellañ c'hoarier ar genstrivadeg) ha Priz Lev Yachin (gwellañ diwaller-pal ar genstrivadeg) war un dro,
- Kib vell-droad ar bed 2006 bet aozet en Alamagn.