Plistin - Wikipedia
Plistin | |
---|---|
![]() An ti-kêr. | |
Anv gallek (ofisiel) | Plestin-les-Grèves |
Bro istorel | Treger |
Melestradurezh | |
Departamant | Aodoù-an-Arvor |
Arondisamant | Lannuon |
Kanton | Plistin (pennlec'h) |
Kod kumun | 22194 |
Kod post | 22310 |
Maer Amzer gefridi | Christian Jeffroy 2020-2026 |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù |
Lec'hienn Web | (fr)Ti-kêr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 3 649 ann. (2022)[1] |
Stankter | 106 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 48° 39′ 28″ Norzh 3° 37′ 47″ Kornôg / 48.657777778, -3.629722222 |
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 127 m |
Gorread | 34,52 km² |
kemmañ ![]() |
Plistin (distaget: [ˈplistin]), ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor. Pennlec’h Kanton Plistin eo.
- War lez ar stêr Yar emañ Plistin. Graet eo arvor Plistin gant tornaodoù ha traezhennoù. Unan eus baeoù brasañ Breizh eo, en em astenn a ra eus Sant-Eflamm da Lokmikael a-hed 3 km ha galloud a ra ar mor dichalañ betek 1,3 km eus an douar. Lec'h uhelañ arvor Plistin eo Hyrglas[2], Roc'h Hallaz (pe "Roc'h Karlez"), ur pezh mell roc'h vras, a sko war bae Sant-Eflamm, 84 m eo en hec'h uhelañ. Kinnig a ra al lec'h-mañ ur panorama 180° war ar bae, hag ul lec'h gwareziñ logod-dall a zo dindani. Kalz a laboused-mor a vev er vro, evel, da skouer, herlegoned, kerc'heized louet, ha spesadoù laboused aod all.
Stummoù skrivet
- Régis de Saint-Jouan ː Plegestin, 1096; Plestin, 1330; Plestin-les-Grèves, 07.07.1884
- Bernard Tanguy ː Plegestin, 1086, 1163; Plestin, 1292; Plestina, XIIvet; par. de Plestin, 1330; Plestin, c. 1330, fin XIVvet; Ploegestin, 1481
- Erwan Vallerie ː Plesgestin, 1086, 1163; Plestin, Plesti, 1330; Plestin, 1371; Ploestin, 1424; Plestin, 1425; Ploestin, 1426; Plestein, Plestin, 1425; Plestin, 1516; Plestin, 1709
Gerdarzh
- anv den (sant ?) Justinus, e hen-brezhoneg Iostin, Iestin
![]() |
En aour, e gebrenn en gul, heuliet gant teir steredenn ivez en gul[3]. |
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Plistin, Jacques hag Yves Gariou, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
- Mervel a reas 202 waz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,11 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5]; lazhet e voe pemp anezhe e Belgia e miz Eost 1914, e penn- kentañ ar brezel: d’an 21 en Auvelais, ur serjant eus an 70vet Rujumant Troadegiezh[6],ar re all d’an 22 : ur c’horporal eus ar 113vet Rujumant Troadegiezh e Signeulx[7],ur soudard eus an 19vet Rujumant Troadegiezh e Maissin[8] ha daou soudard eus ar 47vet Rujumant Troadegiezh, unan e Sambreville[9] hag egile e Falisolle[10]; d’an 22 a viz Ebrel 1915 ez eas diwar wel en Het Sas e Flandrez Belgia ur soudard eus an 73vet Rujumant Troadegiezh Tiriadel[11] ha mervel a reas er memes lec'h ur c’horporal eus an hevelep rujumant abalamour d'e c'hloaziadennoù[12].
- Mervel a reas 48 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
- Brezel Indez-Sina: ur c'habiten eus an archeriezh a varvas abalamour d'e c'hloaziadennoù d'an 8 a viz Mae 1948 en ospital e My Tho e Kochinsina er Viêtnam[13].
Meur a garter a zo e Plistin, en o zouez emañ dreist-holl reoù Sant-Rok, Sant-Jagu, Sant-Eflamm, Sant-Sebastian, Sant-C'haran, Toull ar C'hirri ha Porzh-Maeleg.
Listenn maeroù Plistin | ||||
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
? | ? | François Ales | ? | (?-?) |
Meurzh 1971 | Meurzh 1977 | Marcel Hamon | PCF | Kuzulier meur Kanton Plistin
(1973-1979) |
Meurzh 1977 | Mezheven 1995 | Roger Rioual | PCF | Kuzulier meur Kanton Plistin
(1985-1992) |
Mezheven 1995 | 2020 | André Lucas | PS | Labourer-douar, Kuzulier meur Kanton Plistin
(1998-2011) |
2020 | bremañ | Christian Jeffroy | - | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
- Iliz katolik Sant Eflamm a zo deuet da vezañ ur monumant istorel e 1908. Savet eo bet etre ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, ar pezh e c'hellomp gwelout war talbenn ar porched e-lec'h m'eo skrivet ar bloaziad 1576.
- Chapel Santez Barba enskrivet e 1934 evel ur monumant istorel.
- Chapel Sant Yagu, adsavet e 1496 a zo bet benniget e 1498 a zo enskrivet evel monumant istorel.
- Kibelldi galian-ha-roman an Hogolo, savet er bloavezhioù 50 g. J.-K. a zo bet miret mat-tre.
- Feunteun sant Eflamm, savet er XVIIIvet kantved, a zo bet enskrivet e 1926 evel monumant istorel.
- Kastell Lesvaez ha Maner Kervizioù, o-daou eus ar XVIvet kantved ha Kastell Leslac'h eus ar XVIIvet kantved a zo bet enskrivet e 1927 evel monumant istorel.
- Traoù all:
- Maner ar Porzhioù
- Kastell Lezormel
- Chapel santez Katell
- Chapel sant Yagu
- Porzh Toull ar C'hirri
- Roc'h Hellaz
- al Lev-Draezh
-
Traezhen Sant-Efflamm
Niver a annezidi
- Eus 1924 da 1926, a oa mestr ar skrivagner Alan an Diuzet war ar jedoniezh hag ar skiantoù e skolaj eil-derez Plistin.
- sant Eflamm
- santez Enora
- Sant Yestin
- Marcel Hamon, stourmer gall, maer kozh hag kuzulier meur ha depute komunour.
- Jean-Pierre Abraham, skrivagner.
- Erwan Tangi, livour dreistwirvoudel hag en deus bevet e Plistin.
- René Largillière, alvokad ha skrivagner, hag oberer un dezenn war sent Breizh.
- Macario Vitalis, livour filipat en deus bevet e Plistin.
- Andrev an Enored, beleg micherour.
- Simonet Richard, kenlodek en Emgann an Tregont.
- Yann Kerlann, emsaver
- Eflamm ar Maout (1764-1852), apotiker.
- Juluen Sklison (Paotr Juluen), beleg ha skrivagner brezhonek, (° 19 a viz Kerzu 1883).
- Even Begaignon, eskob Landreger, er bloavezhioù 1362 da 1371, ganet e Plistin.
- Jeanne Bohec, stourmerez c'hall, skrivagnerez, kelennerez ha politikerez, ganet ha marvet e Plistin.
- 1938 : Erwan-Vari Gwazdoue, barzh.
![]() |
Adam
Aotrounez Kermalvezan Brizhet etre argant ha gul, e vevenn en sabel bezanted en argant[14] |
![]() |
de Bégaignon
Aotrounez al lec'h se, Kerhuidonez, ha Rumen Plezhek etre argant ha gul (siell 1420) |
![]() |
de Bérien
Aotrounez Kerrannou En argant e deir eilenn en gul; e c'hrenngonk en aour karget gant ul leon en sabel |
![]() |
de Coëtlogon
Aotrounez Kerberio En gul e zri skoedig en erminoù |
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[15].
- D’an 8 a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 9 a viz C'hwevrer 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
- Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1999.
- E distro-skol 2024 e oa 72 skoliad er c'hlasoù divyezhek (26,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez[16].
- Porzh kozh Toull ar C'hirri, war aber an Douron, a zo deuet da vezañ ur porzh gwarez evit bigi dudi. Betek eno e teu d'ar porzh al listri-bale eus Beg-Douar war Beg an Arvor.
- Sportoù bageal a vez graet e Sant-Eflamm. Tu zo d'ober karr-dre-lien, katamaran, plankenn-dre-lien, kaiak-mor.
- Pa vez redadegoù kezeg war al Lev-draezh, e teu 1700 vakañsour ha c'hoarier bennak da glaoustreañ war ar c'hezeg.
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Lannstefan | 1984 |
![]() |
Feldheim | 1998 |
- (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy ː hir, ha glas (pe gwer, pe glas, pe louet). Meneget dinda ar stum se e 1086.
- ↑ (fr)Ma weler Martin Schultz, Prezidant Parlamant Europa, gant bannielig ar gumun, hag aotrou maer Plistin, (fr)Skeudenn ma weler ar skoed ouzh moger an ti-kêr
- ↑ (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ 5,0 ha5,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890 (diwar Guy le Borgne)
- ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ (br)Distro-skol ar c’helenn divyezhek