Rene Russo - Wikipedia
Rene Marie Russo, ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1954, zo un aktourez ha top model stadunanat. Krog e oa da labourat evel diskouezerez-giz er bloavezhioù 1970, poltrejet war goloioù ar c'helaouennoù Vogue ha Cosmopolitan da skouer. Krog e oa da vezañ aktourez e 1989 gant ar gomedienn Major League, ha dreistbrudet e voe dre ar bed gant filmoù thriller hag oberiant a-hed ar bloavezhioù 1990, gant Lethal Weapon 3 (1992), In the Line of Fire (1993), Outbreak (1995), Get Shorty (1995), Ransom (1996), Lethal Weapon 4 (1998), ha The Thomas Crown Affair (1999).