br.wikipedia.org

Rollon - Wikipedia

Rollon (war-dro 846 – marvet etre 927 ha 933), pe Rollo hervez e anv latin (ha saoznek), pe Roperzh hervez e anv pa voe badezet, a oa ur Viking a voe roet dezhañ Normandi gant ar roue gall hag a vez lavaret anezhañ e oa kentañ dug Normandi, adalek 911 betek 927. E 911 e voe roet dezhañ, gant ar roue gall Charlez III (roue ar Franked) un tamm douar e-kichen Rouen. 100 vloaz diwezhatoc'h e vo hennezh a vo anvet dugelezh Normandi. Un toullad mat a vojennoù a zo en-dro d'e anv, ha diaes eo kavout gwirionez an istor en o mesk.

Krediñ a reer eo un anv frank-latin, deuet eus an anv norsek kozh Hrólfr, diwar skouer latinekadur Hrólfr Kraki e Roluo e-barzh ar Gesta Danorum, troet hiziv da Rolf. Diwar an anv-se e teu ivez an anv gallek Raoul.

Ur Viking e oa Rollo, met tabut zo diwar-benn e orin. En oberenn Dudo of St. Quentin De moribus et actis primorum Normannorum ducum ez eus kaoz eus un den galloudus e Danmark ha bec'h etrezañ ha roue ar vro. Mervel a eure ar roue ha menel a reas e zaou vab Gurim ha Rollo, ha sede ma voe kaset Rollo kuit eus ar vro ha lazhet Gurim. Gwilherm Jumièges ivez a ra anv eus yaouankiz Rollo en e levr Gesta Normannorum Ducum ha lavarout a ra e oa eus kêr Fakse e Danmark. Wace, a skrivas e Roman de Rou 300 vloaz diwezhatoc'h, a ra anv eus an daou vreur (anvet Rou ha Garin gantañ), evel an Orkneyinga Saga.

Delwenn Rollon en Rouen

En 885 edo Rollo e-touez pennoù bihan morlu ar Vikinged a reas seziz Pariz (885-886) dindan urzhioù Sigfred.

Rollon a zimezas da Poppa de Bayeux, ha bugale dezho :

Kas kuit Poppa a reas Rollo evit dimeziñ e 912 da Gisela (marvet e 919), merc'h da Charlez III Bro-C'hall, ha bugale dezho:

Goude marv Gisela ec'h addimezas da Poppa

Ur pezh-c'hoari, Rollo Duke of Normandy zo bet skrivet e saozneg, er XVIIvet kantved gant John Fletcher, Philip Massinger, Ben Jonson, ha George Chapman.