Rouantelezh Naplez - Wikipedia
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/26/Italia_1494-it.svg/220px-Italia_1494-it.svg.png)
Rouantelezh Naplez zo ur rouantelezh a zo bet e kreisteiz Italia hag a voe unanet ouzh Rouantelezh Italia e 1861.
Meur a wech e voe stag ouzh rouantelezh Sikilia hag anvet a-wechoù Rouantelezh an Div Sikilia.
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a0/NapoliPalazzoReale.jpg/220px-NapoliPalazzoReale.jpg)
![](https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d2/Ferdinand_i_twosicilies.jpg/220px-Ferdinand_i_twosicilies.jpg)
Mont a reas Rouantelezh an Div Sikilia, ma rene Ferdinando IV Naplez, a-du gant an Trede Kenunaniezh a-enep Napoleone Buonaparte e 1805.
En 1806, goude emgann Austerlitz, hag emgann Campo Tenese, e voe krouet ur Rouantelezh Naplez ofisiel gant Napoleone Buonaparte evit e vreur Giuseppe Buonaparte. Tec'hel a rankas ar roue Ferdinando da Sikilia ma chomas roue.
Daou vloaz goude, e 1808, e kasas Napoleon e vreur Giuseppe da ren da Spagn. Neuze e voe fiziet ar rouantelezh en e vreur-kaer Joachim Murat, dimezet da Carolina Buonaparte. Klask a reas Murat aloubiñ Sikilia meur a wech, met tro wenn a reas bep tro. Difennet e oa an enez gant ar morlu saoz.
Goude faezhadenn Napoleon e 1814 e sinas Murat un emglev gant Aostria evit mirout e rouantelezh , en desped da glemmoù Ferdinando ha d'e skoazeller saoz.
- 1861: staget eo Rouantelezh Naplez ouzh Rouantelezh Italia