Sacha Guitry - Wikipedia
Alexandre-Pierre Georges Guitry, anavezetoc'h evel Sacha Guitry, ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1885 hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Gouhere 1957, a oa un aktour c'hoariva, aktour filmoù, filmaozer, senarier, ha skrivagner c'hoariva eus ar c'hoariva boulevard. Bez e oa mab an aktour gall Lucien Guitry, hag evel an tad e oa aet ar mab da aktour. Deuet e oa da vezañ brudet dre e rolloù er c'hoariva, dreist-holl er stumm boulevard. Bez e oa bet ivez ur skrivagner pezhioù-c'hoari puilh, pa voe skrivet 115 pezh-c'hoari gantañ a-hed e vuhez[1]. Dimezet e oa bet pemp gwech, bepred gant aktourezed brudet ha kendalc'het mat ganto memes ur wech dizimezet. An hini vrudetañ en o zouez e oa Yvonne Printemps, a oa dimezet gantañ eus 1919 betek 1932.