Sant-Brieg - Wikipedia
- ️Fri May 01 2020
Sant-Brieg | |
---|---|
An ti-kêr. | |
![]() | |
Anv gallaouek | Saent-Bérioec |
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Brieuc |
Bro istorel | ![]() |
Melestradurezh | |
Departamant | ![]() |
Arondisamant | Sant-Brieg (pennlec'h) |
Kanton | Pennlec'h daou ganton: Sant-Brieg-1 Sant-Brieg-2 |
Kod kumun | 22278 |
Kod post | 22000 |
Maer Amzer gefridi | Hervé Guihard 2020-2026 |
Etrekumuniezh | Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù |
Bro velestradurel | Bro Sant-Brieg |
Lec'hienn Web | Ti-kêr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 44 607 ann. (2022)[1] |
Stankter | 2 039 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 48° 30′ 49″ Norzh 2° 45′ 55″ Kornôg / 48.513611, -2.765277 |
Uhelderioù | kreiz-kêr : 99 m bihanañ 0 m — brasañ 134 m |
Gorread | 21,88 km² |
kemmañ ![]() |
Sant-Brieg a zo ur gêr eus Breizh, lec'hiet e departamant Aodoù-an-Arvor, pennlec'h an departamant-se hag ar prefedelezh. Kêr-benn Bro Sant-Brieg eo, e Breizh-Uhel, nepell eus Bro-Oueloù ha Bro-Dreger, e foñs Bae Sant-Brieg. Tennañ a ra he anv eus ar manac'h Brieg, deuet eus Bro-Gembre er Vvet kantved. 45 000 annezad a oa enni e 2016, 171 721 en tolead kêr e 2013.
- Ar stêr Goued en em daol e Mor Breizh etre Plerin ha Sant-Brieg.
- Erwan Vallerie (1995) ː Saint Brieux, Saint Brieuc, 1235; Seint Briout, 1284; Saint Briouc, 1294; Saint Brieuc, 1304; Saent Bryoc, 1305; Saint Brioux, 1306; Saint Briouch, 1321; Sanctum Briocum de Vallibus, 1330; Saint Brieuc, 1356; Saint Brieu, Saint Brieuc, 1364; Saint Brieuc, 1373; Saint Brieu, 1375; Saint Briouc, 1378; Saint Briouc, 1379; Saint Briou, Saint Brieux, Saint Brieuc, 1406; Saint Brieuc des Vaux, 1407; Saint Brieu, 1409; Sainct Brieu, Seint Biriok (dihel1 saoznek), 1410; de Sancto Brieuco, 1411; Sainct Briou, 1417; Saint Brieuc, Saint Brieu, 1420; Saint Briou, Saint Briouc, 1423; Saint Brieul, Saint Brieux, 1462; Saint Brieu, 1513; Saint Brieux, Saint Brieu, 1535; Saint Brieu, 1565; Saint Brieu, 1636; Saint Brieu, 1709
- En glazur, e c'hripi en aour, krabanet ha teodet en gul (Ardamezeg d'Hozier, 1698)
- Ur skol Diwan zo e Sant-Brieg abaoe 1979.
- E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 183 skoliad (4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Sant Brieg eo a roas e anv da Vro Sant-Brieg. Krouet e voe ar gêr er VIvet kantved gant ar manac'h anvet Brieg, deuet a Vro-Gembre. Ur manati a voe da gentañ, ha tamm-ha-tamm ur gêr a greskas tro-dro d'ar manati-se.
- 1862: tizhet eo Sant-Brieg gant an hent-houarn.
- 685 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 2,86 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
- Ur soudard bet ganet er gumun a voe fuzuilhet gant al lu gall d'ar 1añ a viz Here 1915, e Vienne-le-Château (Bro-C'hall).
- Louis Guilloux a reas war-dro degemer repuidi Brezel Spagn e Sant-Brieg hag en Aodoù-an-Hanternoz[5].
- D'an 18 a viz Even 1940 e tegouezh al lu alaman e Sant-Brieg[6].
- Daou garr-nij Focke-Wulf Fw 190A eus an aerlu alaman a gouezhas e Sant-Brieg, an hini kentañ d'ar 15 a viz Meurzh 1943, an eil d'an 29 a viz Ebrel 1944; an daou nijour a varvas, douaret e voent e Plouzeniel[7].
- Dieubet e voe Sant-Brieg d'ar 6 a viz Eost 1944 da 22 eur gant an Task Force A eus lu ar Stadoù-Unanet[8].
- Mervel a reas 247 den eus ar gumun evit Bro-C'hall[4].
Tregont monumant istorel zo er gêr. En o zouesk :
- Iliz-veur Sant Stefan, gant relegoù sant Brieg enni,
- Dismantroù tour Soazon, savet e 1395 ha distrujet e 1598,
- Feunteun Sant Brieg, savet er 15vet kantved,
- Tiez kozh e kreiz-kêr.
Bro | Niver a dud |
---|---|
![]() |
1 (tirlu) |
Hollad | 1 |
Ur soudard iwerzhonat eus ar Royal Inniskilling Fusiliers e oa. Marvet eo e miz Gwengolo 1914, e-pad ar Brezel-bed kentañ.
Bro | Niver a dud |
---|---|
![]() |
3 (aerlu) |
![]() |
54 (aerlu:5, morlu: 48, tirlu:1) |
Dianv | tremen 43 |
Hollad | tremen 90 |
Marvet int e-pad an Eil brezel-bed. Re ar Morlu a varvas pa'z eas an H.M.S. Charybdis d'ar strad d'an 23 a viz Here 1943.
Roll ar vaered | ||||
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
11 Gouere 2017 | → bremañ | Marie-Claire Diouron | UDI | Apotikerez |
2001 | 2017 | Bruno Joncour | MoDem | Kannad (abaoe 2017) |
1983 | 2001 | Claude Saunier | PS | Senedour (1989-2008) |
1965 | 1983 | Yves Le Foll | PSU | Kanad (1967-1968 / 1973-1978) |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
- 1829 : Zénaïde Fleuriot, skrivagnerez c'hallek.
- 1830 : Émile Durand, sonaozour.
- 1838 : Auguste de Villiers de L'Isle-Adam, skrivagner gallek.
- 1846 : Charles Baratoux, embreger ha politiker.
- 1852 : Louis Harel de la Noë, ijinour, saver hentoù-houarn e Breizh.
- 1852 : Emil Ernod, yezhoniour.
- 1890 : Henri Pierre Cren, d'ar 7 a viz Here, soudard en 2vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'ar 1añ a viz Here 1915 gant al Lu gall, e Vienne-le-Château (Bro-C'hall)[10].
- 1899 : Louis Guilloux, skrivagner gallek.
- 1909 : Geneviève Prigent, priñsez ar Montenegro, lagadeeunourez, stourmerez evit an endro
- 1926 : Raymond Hains, arzour.
- 1937 : Marivon Dupureur (Samson hec'h anv-tiegezh), atletourez war ar redadeg damhir.
- 1942 : Patrick Le Lay, bet e penn TF1.
- 1947 : Patrick Dewaere, c'hoarier sinema.
- 1948 : Yannick Pelletier, skrivagner.
- 1954 : Soazig Daniellou, produourez
- 1959 : Gilles Le Bigot, soner
- 1965 : Fabienne Juhel, skrivagnerez c'hallek
- 1969 : Jean-Christophe Boullion, rener kirri-tan
- 1974 : Yann Elies, merdeer sport.
- 1979 : David Le Lay, marc'hhouarner.
- 1982 : Julien Féret, melldroader.
- 1983 : Yelle, kanerez.
- 1986 : Laëtitia Le Corguillé, marc'hhouarnerez.
- 1989 : Kévin Théophile-Catherine, melldroader.
- 1877 : Alexandre Glais-Bizoin, alvokad ha politiker.
- 1898 : Charles Baratoux, embreger ha politiker.
- 1934 : Loeiz-Vari Biler, beleg ha skrivagner brezhonek.
- 1938 : Emil Ernod, yezhoniour.
- 1943 : Émile Hamonic, saver kartennoù-post hag emsaver.
- 1944 : Loeiz ar C'hlerg, yezhadurour ha skrivagner brezhonek.
- 1950 : Octave-Louis Aubert, kazetenner ha skrivagner.
- 1965 : Dom Alexis (Mathurin Presse e anv gwir), manac'h kisterkiat, adsaver Abati Boken.
- 1967 : Vefa Sant-Pêr, emsaverez.
- 1980 : Louis Guilloux, skrivagner gallek.
- 1991 : Alan an Diuzet, skrivagner gallek ha brezhonek.
- 2008 : Marivon Dupureur (Samson hec'h anv-tiegezh), atletourez war ar redadeg damhir.
- 2009 : Gwennole ar Menn, gouizieg brezhonek.
- 2011 : Yann Fouere, emsaver breizhat.
- 2013 : Heather Dohollau, barzhek c'hallek a-orin eus Kembre.
- 2013 : Yann Poilvet, kazetenner.
- 2015 : Job Lec'hvien, beleg ha skrivagner brezhonek.
- Vefa de Bellaing, emsaverez ha skrivagnerez.
- Tom Simpson, reder marc'h-houarn.
![]() |
Aubry Aotrounez la Lande (?), eskopti Sant-Brieg. En glazur e zaou c'hoaf en argant lammellet, heuliet ouzh kab gant ur rodig-kentr en aour, hag ouzh beg gant ul leonparzh ivez en aour. Bernard, tailhanter war an tiegezhioù (fouages) Sant-Brieg e 1690 |
![]() |
Auffray Aotrounez Roc'hbihan, er barrez Sant-Mikael Treustellet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh, e leon en aour balirant |
![]() |
Bagot Familh c'henidik eus Tregaeg, he deus roet sindikoù ha maered da Sant-Brieg adalek 1579 En glazur e ruilhenn en aour |
![]() |
Louis Barazer Senesal Sant-Brieg e 1690 En gul e wifrell en erminoù heuliet gant div ruilhenn en argant |
![]() |
de Beaulieu
Aotrounez la Ville-Juhel, er barrez Sant-Mikael En glazur e leon en argant, heuliet gant nav bezantenn en aour, 4, 2, 3 |
![]() |
Bertram Yann, chaloni Sant-Brieg; Gwilhern, en eus kemeret perzh ouzh feur-emglev Gwenrann e Gwengamp e 1381[11]. Teir gavan (livioù dianav) |
![]() |
Eder
Aotrounez Villedoré ha Villeraoul, e Saozon (Sant-Brieg) En gul e dreustell en argant, heuliet gant teir fempdiliaouenn ivez en argant, 2, 1 |
- 6 a viz Gouere 1938 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lille (Norzh) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Jean Majerus (Luksembourg).
- 7 a viz Gouere 1938 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Naoned ; trec'h eo Gerrit Schulte (Izelvroioù).
- 17 a viz Gouere 1947 : 19vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Raymond Impanis (Belgia).
- 18 a viz Gouere 1947 : loc'hañ a ra 20vet hag eil diwezhañ tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Brieg war-du Caen (Calvados).
- 19 a viz Gouere 1950 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Ferdi Kübler (Suis).
- 20 a viz Gouere 1950 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Sant-Brieg war-du Añje (Maine-et-Loire).
- 12 a viz Gouere 1954 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Ferdi Kübler (Suis).
- 13 a viz Gouere 1954 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Brest ; trec'h eo Dominique Forlini (Bro-C'hall).
- 1añ a viz Gouere 1958 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Martin Van Geneugden (Belgia).
- 2 a viz Gouere 1958 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Brest ; trec'h eo Brian Robinson (Bro-Saoz).
- 25 a viz Mezheven 1965 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Caen (Calvados) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Edgard Sorgeloos (Belgia).
- 26 a viz Mezheven 1965 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg ha Kastellin ; trec'h eo Cees van Espen (Izelvroioù).
- 2 a viz Gouere 1972 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Cyrille Guimard (Breizh).
- 3 a viz Gouere 1972 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Brieg hag ar Baol-Skoubleg ; trec'h eo Rik van Linden (Belgia).
- 3 a viz Gouere 1979 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Añje (Maine-et-Loire) ha Sant-Brieg ; trec'h eo Jos Jacobs (Belgia).
- 1añ a viz Gouere 1995 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall e Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Jacky Durand (Bro-C'hall).
- 10 a viz Gouere 2004 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastell-Briant ha Sant-Brieg ; trec'h eo Filippo Pozzato (Italia).
- 6 a viz Gouere 2008 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre an Alre ha Sant-Brieg ; trec'h eo Thor Hushovd (Norvegia).
Liammoù he deus kêr Sant-Brieg gant kêrioù e meur a vro[12] :
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Alsdorf | 1970 |
![]() |
Aberystwyth | 1973 |
![]() |
Aghia Paraskevi | 1991 |
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Agadez | 2002 |
![]() |
Gabès | 2006 |
![]() |
Battir - Kufur Thilit | 2009 |
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Goražde | |
![]() |
Gerospikou | 2002 |
- Pol Potier de Courcy (2011). Nobiliaire et armorial de Bretagne (in fr). Cressé : Editions des Régionalismes. ISBN 978-2-84618-778-7.
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105.
- ↑ 4,0 ha4,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Isabelle Le Boulanger, L'Exil espagnol en Bretagne 1937-1940, Coop Breizh, 2016, pajenn 117
- ↑ (fr) 18 juin 40. L'arrivée ubuesque des Allemands à Saint-Brieuc. Le Télégramme (15 a viz Even 2010). Kavet : 2020-05-01.
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, Éditions Astoure, 2008, pajenn 188
- ↑ EBSSA
- ↑ francegenweb.org
- ↑ Pol Potier de Courcy
- ↑ (fr) L'international. Sant-Brieg Lec'hienn kêr.