Sant-Meven - Wikipedia
Sant-Meven | |
---|---|
![]() An ti-kêr. | |
![]() | |
Anv gallaouek | Saent-Men |
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Méen-le-Grand |
Bro istorel | Bro Sant-Maloù |
Melestradurezh | |
Departamant | Il-ha-Gwilen |
Arondisamant | Roazhon |
Kanton | Menezalban |
Kod kumun | 35297 |
Kod post | 35290 |
Maer Amzer gefridi | Pierre Guitton 2014-2026 |
Etrekumuniezh | KK Sant-Meven Menezalban |
Bro velestradurel | Bro Breselien |
Lec'hienn Web | (fr)www.stmeen.fr |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 4 642 ann. (2022)[1] |
Stankter | 255 ann./km² |
Douaroniezh | |
Daveennoù lec'hiañ | 48° 11′ 24″ Norzh 2° 11′ 23″ Kornôg / 48.19, -2.18972222222 |
Uhelderioù | kreiz-kêr : 105 m bihanañ 79 m — brasañ 123 m |
Gorread | 18,21 km² |
kemmañ ![]() |
Sant-Meven a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h kanton e oa betek 2014.
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Philbert e anv, ur c'hure, De Blon, hag ur beleg eus ar barrez, Bastien, hag ar superior, Grardel, ar renour, Matthey, ha daou gelennour doueoniezh, Casier ha Guenier, eus ar c'hloerdi[2].
- 107 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,00 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3]; daou anezhe a varvas e Belgia d'an 22 a viz Eost 1914: unan eus an 71vet Rujumant Troadegiezh en Auvelais[4], egile, eus ar 1añ Rujumant Troadegiezh Drevadennel, en Emgann Rossignol[5].
- 1914: fuzuilhet e voe ur soudard bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 19 a viz Here e Châlons-sur-Marne (Bro-C'hall) evit «dilez e bost dirak an enebour»[6].
- Kantadoù a repuidi a voe degemeret er gumun[7].
- Mervel a reas unnek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
- 9 a viz Gouere 2006 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall 2006 etre Sant-Meven hag an Oriant (Mor-Bihan) ; trec'h eo Sylvain Calzati (
Bro-C'hall).
- Abati Sant Meven.
- Iliz an abati.
- Ar Mirdi Louison Bobet.
- Monumant ar re varv el Leurgêr Charles de Gaulle, luc'hskeudenn[9] ha kartenn-bost[10]; e 1920 e voe savet[11].
Niver a annezidi
- Sant Meven, diazezer an abati, marvet eno e 617.
- Louis Duchesne, beleg ha istorour, a zo bet e kloerdi bihan Sant-Meven.
- Louis Ruelleux, d'ar 15 a viz Meurzh 1892, soudard en 19vet bataillon hemolc'herien war-droad, fuzuilhet gant al lu gall e Châlons-sur-Marne (Bro-C'hall) d'an 19 a viz Here 1914 e-pad ar Brezel-bed kentañ evit «dilez e bost dirak an enebour»[6].
- Louison Bobet, marc'hhouarner breizhat, d'an 12 a viz Meurzh 1925; douaret eo er vered.
- Jean Bobet, marc'hhouarner breizhat ha kazetenner-sport, d'an 22 a viz C'hwevrer 1930.
- Frédéric Guesdon, marc'hhouarner breizhat, d'ar 14 a viz Here 1971.
Gevellet eo Sant-Meven gant[12]:
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Haltwhistle | 1992 |
![]() |
Valentano | 2009 |
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr)Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, pajenn 16
- ↑ 3,0 ha3,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ 6,0 ha6,1 (fr)Mémoire des hommes»
- ↑ (fr)Isabelle Le Boulanger, L'Exil espagnol en Bretagne 1937-1940, Coop Breizh, 2016, pajennoù 113, 200 ha 282
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Université de Lille
- ↑ (fr)Lec'hienn kêr