Sintel - Wikipedia
Sintel | |
![]() Skritell ar film | |
---|---|
Filmdata | |
Titl orin | Sintel |
Bro produiñ | Izelvroioù |
Deuet er-maez | 27 a viz Gwengolo 2010 (er sinema) Miz Here 2010 (e DVD) 30 a viz Gwengolo (war Internet)[1] |
Yezh orin | Saozneg |
Padelezh (PAL-DVD) : | 14 munutenn 48 eilenn (888 eilenn) munutenn |
Boujedenn | 400,00 €[2] |
Pare | |
Filmaozer | Colin Levy |
Produer | Ton Roosendaal |
Skrivagner | Martin Lodewijk, Esther Wouda |
Sonerezh | Jan Morgenstern |
kemmañ ![]() |
Sintel a zo trede film-berr frank eus ar Blender institute, goude Elephants Dream ha Big Buck Bunny. E anv kod a oa Durian, aozet eo bet gant poelladoù frank hepken (war-bouez evit ar sonerezh) ha gant ar poellad Blender dreist-holl[3]. Ar film a zo dasparzhet dindan al lañvaz Creative Commons Attibution 3.0[4]. Holl ar restroù o deus servijet evit aozadur ar film a vo lakaet war internet da pellgargañ en un doare dieub e-pad an diskar-amzer 2010.
Ar produadur a zo bet diskleriet ar 5 a viz Mae 2009, ha kroget eo bet da vezañ aozet ar 1añ a viz Gwengolo 2009. Ur c'hentañ skignadenn a zo bet d'ar 27 a viz Gwengolo 2010 en Izelvroioù[5]. Ar film a zo war Internet abaoe an 30 a viz Gwengolo 2010[6]. Evel evit ar raktresoù all, krouet eo bet gant ar pal lakaat en a-raok ha gwelaat Blender, met ar wech-mañ en ur wiriekaat savadur ar stumm 2.50 eus ar poellad[7].
Tem ar film-berr a zo bed an heroic fantasy. An anv kod a zeu eus durian, frouezh eus Gevredazia , a zo, evel ma lar an aozerien :
- An durian a zo frouezh aziat, vil ha flaerius, met saourus. Un anv kod dreist evit ur raktres film evit ar grennarded, war tem troioù-kaer gant kalz a virvilh, euzhviled hag un harozez !
Ar meizad orin a zo bet aozet gant Martin Lodewijk, anavezet en Izelvroioù evit comics, met ar skript a zo bet skrivet gant Esther Wouda, asambles gant Colin Levy (aozer), David Revoy (concept art), ha Ton Roosendaal (produour)[7]. Ar skipailh, stummet gant tud a youl vat choazet e touezh 150 kannad, a oa savet gant 6 arzour ha daou diorroer. Deuet eo 5 arzour all e-pad ar produadur.
Ur plac'h yaouank, Sintel, a gav un aerouantig gloazet war un doenn. Pareañ a ra anezhañ ha kavout a ra un anv : Scales. Siwazh, skrapet eo gant un aerouant gour. Sintel a glask neuze war e lerc'h er ur bed dañjerus...
Listenn an izili er raktres a zo bet diskleriet an 20 a viz even 2009, savet eo gant[7]:
Produour :
Meizad :
- Martin Lodewijk (meizad)
- Esther Wouda (istor)
- David Revoy (concept art)
Skipailh :
- Colin Levy (aozour, 3D hollek)
- Angela Guenette (modeladur, rigging, bevaat)
- Ben Dansie (3D hollek)
- Nathan Vegdahl (rigging, bevaat)
- Lee Salvemini (bevaat)
- Soenke Maeter (materi, gouloù, kompozadur)
- Pablo Vazquez (gouloù, kompozadur)
- Beorn Leonard (bevaat)
- William Reynish (bevaat)
- Jeremy Davidson (bevaat)
- Dolf Veenliet (skeudennadur, kompozadur)
- Jan Morgenstern (sonerezh, sonioù)
Skor teknikel :
- Brecht van Lommel
- Campbell Barton
- Halina Reijn : Sintel
- Thom Hoffman : Ar chaman
- Blender 2.50 (stumm alpha)
- GIMP
- Inkscape
- MyPaint
- Krita
- OpenEXR
- Python
- SVN
- Ubuntu GNU/Linux (stumm 64 bits)
- (en) Lec'hienn ofisiel
- ↑ (en) [1]
- ↑ Blender Foundation Releases Open Source Movie Sintel
- ↑ (en)https://web.archive.org/web/20101110012117/http://www.sintel.org/about
- ↑ (en)https://web.archive.org/web/20101112150239/http://www.sintel.org/sharing
- ↑ (en)http://durian.blender.org/news/sintel-official-premiere/
- ↑ (en)http://durian.blender.org/news/online-film-release-september-30/
- ↑ 7,0 7,1 ha7,2 (en)http://durian.blender.org/about/
- ↑ (en)http://durian.blender.org/news/casting-line-up-thom-hoffman-and-halina-reijn/
- ↑ (en)http://durian.blender.org/news/in-the-studio-with-halina-rijn-and-thom-hoffman/