Th (lizherenn) - Wikipedia
Ul lizherenn e yezhoù zo, hag un divc'hrafenn latin eo Th, th.
Implijet e vez gant ar c'hembraeg hag ar c'herneveureg evit skrivañ ar son kensonennel [θ].
Degemeret e vez evel lizherenn e brezhoneg da dreuzkrivañ al lizherenn c'hresianek Θ, θ.
Implijet e vez gant an albaneg evit skrivañ ar son kensonennel [θ] ivez.
E saozneg e vez implijet ivez da aroueziañ
- ar son divouezh [θ] (evel er ger thief)
- hag ar son mouezhiet [ð] (evel er ger though).
E zouloueg e vez implijet evit skrivañ ar son [tʰ], da lâret eo un t distaget dre c'hwezhañ.