br.wikipedia.org

Torgenn - Wikipedia

Gwel diwar-lein Connors Hill, un dorgenn e-kichen Swifts Creek, Victoria, en Aostralia.
Tergin e Pianoro, e proviñs Bologna, en Italia.

Ur stumm douarel eo an dorgenn, dezhi stumm un uhelenn vihan, kromm pe blaen he c'hern. Torgennoù pe tergin a lavarer el liester .

E gwrizienn an anv emañ ar ger tor, dezhi ster kostez war-bign un uhelenn (gwelet tornaod).

Dre astenn-ster e kaver torgenn implijet evit traou bihanoc'h : div dorgenn a vez war gein ar c'hañval.

  • Mont ouzh torgenn = kouezhañ
  • Bezañ ouzh torgenn = bezañ trec'het
  • krec'henn, krec'hienn, krugell (uhelenn digenvez), run, tosenn, tuchenn hag ivez bre, bren en anvioù-lec'h.