br.wikipedia.org

Urzhiataerezh - Wikipedia

An Eniac sellet pizh ouzh an Urzhiataer kentañ

An urzhiataerezh, pe ar stlenneg, pe ar c’hompoderezh, eo ar skiant hag ar pleustr a denn d'an urzhiataerioù.

Deveret eo ar ger urzhiataer eus ar galleg ordinateur ijinet er bloavezhioù 1950 war goulenn IBM, met ar saoznegerien a ra gant computer, computer science hag ivez gant data processing evit keweriañ (tretiñ) dre urzhiataer.

E-touez un toullad skiantourien hag ijinerien ez eus bet pouezet gant istorourien an urzhiataerezh war oberenn Alan Turing er bloavezhioù 1940.

Tamm ha tamm eo posupl ober muioc'h-muiañ a draoù e brezhoneg gant an urzhiataerioù hag amañ e vo kavet Roll ar meziantoù gant un etrefas e brezhoneg.

Gant tud An Drouizig ez eus bet troet e brezhoneg meur a veziant kenwerzhel pe frank.

Geriadur ar stlenneg, Preder, 542 p., 1995, (ISBN 2-901383-14-9), ul levr galleg-saozneg-brezhoneg savet gant Guy Étienne.


Commons
Commons