Valentinian III - Wikipedia
Valentinian III (419 – 455) a voe impalaer roman ar C'hornôg eus 424 da 455.
Mab e oa da Constantius III, a voe anvet da Impalaer roman ar C'hornôg en 421, a-gevret gant Honorius (395-423) . E vamm, Galla Placidia (388-450), a oa merc'h da Theodosius Iañ (379-395), impalaer roman ar reter. Ur c'hoar en doa, Honoria.
Pa varvas Honorius en miz Eost 423 edo Galla Placidia hag he bugale e Constantinopolis e lez Theodosius II. Diaes e voe anvidigezh an impalaer nevez. En Kerzu 423 e voe anvet gant Sened Roma un impalaer nevez, Yann e anv. Valentinian a voe anvet da Caesar d'an 23 a viz Here 424 ; un tamm brezel a voe en Italia da gas kuit ar Yann-se, ha setu anvet Valentinian da impalaer d'an 23 a viz Here 425, hag eñ c'hwec'h vloaz.
Karget e voe e vamm, Galla Placidia, da ren evel rejantez, hag a-bouez e voe he ren, a badas betek he marv en 450.
En miz Here 437 e timezas e Kergustentin d'e geniterv Licinia Eudoxia, merc'h da Theodosius II . Ne zistroas da Ravenna, kêrbenn impalaeriezh ar C'hornôg abaoe ren Honorius, nemet en nevezamzer 438, goude tremen ar goañvezh e Thessalonika. Div verc'h o doe : Eudocia ha Placidia.