br.wikipedia.org

The Washington Post - Wikipedia


The Washington Post (berraet a-wezhioù e WaPo) zo unan eus ar c'hazetennoù pennañ er Stadoù-Unanet. Embannet e vez e Washington D.C., kêr-benn ar vro, e-lec'h ma vez gwerzhet ar muiañ, ha moullet e vez embannadurioù evit District of Columbia, Maryland ha Virginia.

47 Priz Pullitzer zo bet gounezet gant ar gazetenn en holl. Brudet e oa bet evit he ferzh en afer ar Watergate pa rankas ar prezidant Richard Nixon dilezel e bost pa voe embannet enklask ar gazetenn diwar-benn doareoù e skipailh-kabaliñ.

He ger-stur eo Democracy dies in darkness (En deñvalijenn e varv an demokratelezh).