br.wiktionary.org

a-benn ar fin - Wikeriadur

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Troienn araogenn

a-benn ar fin

  1. er fin ; ken ar fin
    • A-benn ar fin, koulskoude, e voen stlapet war ar ribl, kalz pelloc'h eget ar gwechoù-all, gant un tarzh-mor, euzhusoc'h c'hoazh eget ar re a oa bet araozañ, o tont da zisac'hañ war an aod. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 20.)
    • A-benn ar fin evit e bakañ e voe ranket bontañ an heñchoù gant koadennoù. — (Mab an Dig, Rondel Goz Sandrione, Bleun-Brug, niv. 96, Genver-C'hwevrer 1957, p. 7.)
    • A-benn ar fin ez eo taolet ar paotr en eun toull teñval e-lec’h ma n’eus ket eur banne sklerijenn, ha tri devez e chom eno hep eur begad bara. KBSA 48

Troidigezhioù